Darvoudoù
- 1493: dont a ra Masimilian Iañ, pried kentañ Anna Vreizh da vezañ impalaer an Impalaeriezh santel roman german.
- 1505: erruout a ra Anna Vreizh er Folgoed da-geñver he Zro Breizh.
- 1691: trec'h eo Arc'hdugelezh Aostria war an Impalaeriezh Otoman en Emgann Slankamen.
- 1919: Afghanistan dizalc'h diouzh ar Rouantelezh Unanet.
- 1942: ur c'hwitadenn eo Taol Jubilee (dilestradeg saoz e Dieppe (Seine-Maritime a-vremañ)).
- 1989:
- aet Tadeusz Mazowiecki da Gentañ Ministr Polonia.
- da-geñver ur piknik a-stroll e-kichen Sopron e tremen 600 den eus Republik Demokratel Alamagn eus Hungaria da Aostria: deroù diskar Republik Demokratel Alamagn an hini eo.
Sportoù
- 1918: krouet eo Kevre mell-droad ar C'hornôg.
- 1984: loc'hañ a ra kentañ Treizhadeg Atlantel Kebek-Sant-Maloù diouzh glannoù stêr Sant Laorañs.
- 2016: evit ar wech kentañ en istor ar boks gall ez a Estelle Mossely da gampionez olimpek e Rio de Janeiro (Brazil).
Ganedigezhioù

- 1811: Samuel Tickell, arzour, evnoniour, yezhoniour hag ofiser el lu breizhveuriat.
- 1845: Edmond James de Rothschild, dastumer ha dengarour gall.
- 1848: Gustave Caillebotte, livour gall.
- 1862: Maurice Barrès, skrivagner ha politikour gall.
- 1877: Pierre Quéméner, embregour ha politikour breizhat.
- 1883: Coco Chanel (Gabrielle Bonheur Chanel hec'h anv gwir), kemenerez c'hall.
- 1902: Georges Lacombe, filmaozer gall.
- 1914: Raymond Marcellin, politikour gall, bet maer Gwened ha prezidant Kuzul Rannvroel Breizh.
- 1946: Bill Clinton, prezidant Stadoù Unanet Amerika.
- 1951: John Richard Deacon, gitarour saoz, ezel eus ar strollad sonerien Queen.
Marvioù

- 14: Aogust (impalaer), kentañ impalaer roman hag advab da gCaius Julius Caesar.
- 1186: Jafrez II (dug Breizh)
- 1662: Blaise Pascal, jedoniour ha prederour gall.
- 1680: Jean Eudes, beleg gall lakaet da sant e 1925.
- 1810: Jérôme-Marie Champion de Cicé, arc'heskob katolik, ministr ar Justis gall (1789) ha kannad ar Vodadeg vroadel gall.
- 1870: Yann-Vari ar Skourr, barzh brezhonek.
- 1924: Ferdinand Cheval (Facteur Cheval e lesanv), paotr al lizhiri hag arzour simpl gall.
- 1936: Federico García Lorca, barzh ha dramaour spagnolek.
- 1949: Cecil Boden Kloss, evnoniour ha loenoniour saoz.
- 1965: Jarl Priel (Charles Trémel e anv gwir), dramaour ha skrivagner brezhonek.
- 1974: Fernando Cerchio, filmaozer, frammer ha saver senario italian.
- 1977: Groucho Marx, aktour stadunanat.
- 2012: Tony Scott, filmaozer ha produer breizhveuriat.
Lidoù
- er relijion gatolik:
- Santez Gwennyn
- Devezh ar vro en Afghanistan