Darvoudoù
- 1512: aet La Cordelière d'ar strad a-gevret gant al lestr saoz Kent da-heul un emgann war vor da vaez da Veg Lokmazhe.
- 1519: mont a ra listri Fernão de Magalhães kuit eus porzh Sevilla d’ober tro ar bed.
- 1539: Kemennadur Villers-Cotterêts a lak ar galleg da vezañ implijet en aktaoù an notered e Frañs, e-lec'h al latin
- 1792: aloubidigezh palez an Tuileries: harzet eo Loeiz XVI a Vro-C'hall.
- 1809: emsavadeg e Quito, da zisklêriañ dizalc'hiezh Ecuador diouzh Spagn.
- 1897: Felix Hoffmann, kimiour alaman, a sintetiz an drenkenn asetilsalisilek, lakaet da werzhañ dindan merk Aspirin gant Bayer.
- 1905: kentañ kendalc'h esperantek etrebroadel e Boulogne-sur-Mer e Bro-C'hall.
- 1944: dieubet eo Kastellin gant ar Gevredidi.
Sportoù
- 2012: Renaud Lavillenie, atletour gall, a ya da gampion olimpek al lammat gant ar berchenn e Londrez (Bro-Saoz) ha tapet ar rekord olimpek (5,97 m) gantañ war un dro.
Ganedigezhioù

- 1862: Fermo Zannoni, mestrc'hoarier echedoù italian († 1añ a viz C'hwevrer 1896 e Rio de Janeiro).
- 1874: Herbert Hoover, prezidant ar Stadoù Unanet († 20 a viz Here 1964 e New York).
- 1877: Frank Marshall, mestrc’hoarier echedoù amerikan († 9 a viz Du 1944 e Jersey City (Stadoù Unanet)).
- 1878: Alfred Döblin, skrivagner alamanek († 26 a viz Even 1957 en Emmendingen (Alamagn)).
- 1912: Jorge Amado, skrivagner brazilian († 6 a viz Eost 2001 en Itabuna (Brazil)).
- 1946: Sergio Mariotti, mestrc'hoarier echedoù italian.
- 1977: Li Shilong, mestrc'hoarier echedoù sinaat.
Marvioù

- 1896: Otto Lilienthal, ijiner alaman (° 23 a viz Mae 1848 en Anklam (Alamagn)).
- 1904: Pierre Waldeck-Rousseau politikour gall (° 2 a viz Kerzu 1846 e Naoned).
- 1972: Albert Malbert, aktour sinema gall.
- 1975: Robert Childers Barton, lezennour, kargad-stad ha stourmer iwerzhonat (° 4 a viz Meurzh 1881 en Áth na mBó (Iwerzhon)).
Lidoù
- er relijion gatolik:
- Santez Klervi;
- Sant Laorañs