factograf
BR

skrivagner brezhonek

Jarl Priel

Key facts

deiziad ganedigezh23 Ebrel 1885
deiziad ar marv19 Eost 1965
micherskrivagner
lec'h ganedigezhPriel
lec'h ar marvMarsilha
Jarl Priel
Anv ofisiel Charles Joseph Marie Trémel
Anv pluenn Jarl Priel
Obererezh Skrivagner, dramaour, kelenner war ar galleg, milour gall
Ganedigezh 23 a viz Ebrel 1885
Priel, Breizh
Marv 19 a viz Eost 1965
Marselha, Bro-C'hall
Yezh skrivañ Brezhoneg, galleg
Oberennoù pennañ
Ar spontailh • Va zammig buhez • Va buhez e Rusia • Amañ hag ahont • An teirgwern Pembroke
kemmañ 

Anavezet eo Charles Tremel dindan an anv-pluenn Jarl Priel (distaget [pri'ɛl]), diwar anv parrez Priel, ma oa ganet, tostik-tost ouzh Landreger. Ganet e oa e 1885, e Priel eta; mont a reas da Anaon d'an 19 a viz Eost 1965, e Marselha.

E vuhez

Yaouankiz

Ganet eo bet Charles Tremel e Priel d'an 23 a viz Ebrel 1885. Mab e oa da Erwan-Vari Dremel ha da Ann-Mari an Aubin hag a oa o terc'hel ostaleri ha ti-butun e Priel. Ober a reas e studi e kloerdi bihan Landreger e-lec'h ma kasas ur strollad c'hoariva en-dro. Skrivañ a reas meur a bezhig evitañ. Goude bezañ tapet e ziv vachelouriezh, ez eas da Vrest ma sonas e-barzh laz-seniñ ar morlu e-pad pemp bloaz. Er gêr-se e kejas gant Jeanne-Marie Brenchereau, ur C'hallez ganet e 1881 e Rochefort-sur-Mer (Charente-Inférieure), kelennerez war ar galleg, a oa o labourat e Bro-Rusia. Echu gantañ e amzer vartolod ez eas d'he bete da vMoskov e-lec'h ma timezjont e 1911 en iliz Sant-Loeiz-ar-C'hallaoued, d'an 23 a viz Ebrel.

Eus Rusia da Bolonia

Galleg a gelennas Charles Tremel, evel e wreg, e Borovitchi, e-pad tri bloaz met, pa savas ar brezel er bloaz 1914, e rankas distreiñ da Vro-C'hall da vont d'ar brezel. Pa'z erruas an teir brigadenn rusian e Bro-C'hall e voe dibabet da jubennour en o zouez. Koulskoude pa grogas an Dispac'h e Rusia er bloaz 1917, e nac'has ar Rusianed kenderc'hel da vrezeliañ e Bro-C'hall. Kaset e voent eta da Vro-Aljeria ha Tremel ganto. Chom a reas er vro-se e-pad pemp bloaz ha da c'houde e voe galvet da jubennour e Polonia e-lec'h ma chomas pemp bloaz c'hoazh. Labourat a reas evit an eil burev eno e-pad ar brezel a-enep an URSS.

E resped e galleg

E Warszawa eo e skrivas e galleg e bezh-c'hoari, Les risques de la vertu. Kas a reas anezhañ da Charles Dullin ha c'hoariet e voe diouzhtu e c'hoarilec'h an « Atelier » e 1923.

Er bloaz 1928 e tistroas da Bariz hag eno e kendalc'has e-pad ur pennad da vezañ jubenner e Ministrerezh ar Brezel. Aet skuizh avat o vezañ chomet keit-all dindan ar gouarnamant, e roas e zilez hag e teuas da vezañ neuze sekretour e geneil Charles Dullin. En « Atelier » e reas anaoudegezh gant c'hoarierien ha skrivagnerien hollvrudet evel Louis Jouvet, Baty, Copeau, Sacha Pitoeff, Armand Salacrou, Marcel Achard, Jules Romain, ha Michel Simon. E keit-se e skrivas, e galleg, daou romant: Le trois-mâts errant ha Sous la faucille et le marteau hag ivez meur a zanevell evit kelaouennoù evel Le Mercure de France, Les oeuvres libres, Candide, Gringoire pe Les Marges.

Meulet e voe e romant enepbolchevik Sous la faucille et le marteau gant ar gazetenn c'hall L'Action française.

Skoet gant ar boan-avu e 1935 e rankas mont kuit eus Pariz ha klask repu en Antibes da gentañ ha, goude-se, e Priel, e barrez c'henidik.

An distro d'e yezh c'henidik

E-pad ar brezel-bed diwezhañ, e 1942, e krogas da skrivañ e yezh e gavell. E oberenn gentañ a voe An dakenn dour, ur pezhig en ur arvest, displeget da-geñver gouelioù Bleun-Brug Landreger, e miz Eost 1942, gant Jarl Priel e penn ur strollad c'hoarierien savet ha renet gantañ. Ur mestr war ar c'hoariva a voe Jarl Priel. Meur a bezh berr a savas goude-se, da skouer Ar vatezh vihan, Kleñved an Togn. Pelloc'h e skrivas pezhiou-c'hoari hiroc'h evel Ar spontailh pe Kazh ha Logodenn, tri arvest enno o-daou... ha kalz a re all. Arabat ankounac'haat roll Salaun ar Foll c'hoariet gantañ, er bloaz 1953, e film Herri Kaouisin: Le mystère du Folgoët, o tiskouez evel-se un tu all eus e zonezonoù. Er bloavezhioù diwezhañ, tremenet e Priel, e skrivas e eñvorennoù diwar goulenn Ronan Huon ha Pêr Denez, renerien Al Liamm. Tri levr a zeuas er-maez, eus 1954 da 1957, o tisplegañ gant kalz a fentigellerezh tregeriat, buhez virvidik an oberour.

E 1951 e teuas da vezañ drouiz.

Mervel a reas e wreg e 1956. Ne c'hellas ket ar skrivagner kozh chom e-unan en e di e Krec'h Eliez e Priel rak war wanaat ez ae e yec'hed. E 1963 ez eas da vMarselha da vevañ da di e verc'h Anna hag eno e varvas daou vloaz goude.

Ur blakenn-eñvor a voe staget ouzh ti-kêr Priel, e 1985, da-geñver ugentvet deiz-ha-bloaz marv bugel ar c'horn-bro ha kantvet deiz-ha-bloaz e c'hanedigezh.

Oberennoù

E galleg

  • Les risques de la vertu, 1923 (pezh-c'hoari)
  • L'épouvantail (pezh-c'hoari)
  • Le dernier voyage de Simbad le marin (pezh-c'hoari)
  • Trois ouvriers pour la moisson (pezh-c'hoari)
  • 1923: La vie intellectuelle et artistique en Soviétie, d'après la presse russe., Les Marges, Tome XXVII
  • 1923: Le théâtre soviétique, Les Marges, Tome XXVIII
  • Les arts et la musique en Russie soviétique, e Les Marges - tome XXIX, N° 117 - 21e année. Paris, Librairie de France, 15 mars 1924
  • L'affaire Bombille, e Les Œuvres libres N° 66. Paris, Arthème Fayard, octobre 1926
  • 1927: La vallée de Josaphat, danevell, e-barzh Candide niv. 184, p. 5
  • Cincinnatus au Pays des Soviets, e Les Œuvres libres N° 74. Paris, Arthème Fayard, juin 1927
  • La prise du "Candie", danevell, Gringoire, 12/07/1929, p. 5
  • Ziat, danevell, Gringoire, 22/11/1929, p. 5
  • Barbe-Rouge, e Les Œuvres libres N° 133. Paris, Arthème Fayard, juillet 1932
  • Rosita, kontadenn farsus, Paris-Soir, 25/07/1932
  • L'affaire du 1er mars, danevell istorel, Gringoire, 27/09/1935, pp. 2, 6, 04/10/1935, pp. 10-11
  • Le trois-mâts errant. Paris, Les Éditions des Portiques, 1931. 252 pajenn
  • Sous la faucille et le marteau. Paris, Arthème Fayard, 1928. 251 pajenn. (adembannadur eus Cincinnatus au Pays des Soviets)
  • Tarass Boulba, Nikolai Gogol. Paris, à l'enseigne du pot cassé, 1927. In-8, 211 pajenn. Skeudennoù gant Alexandra Potozky-Stchekotikhina. Tennadenn niverennet war Chesterfield
  • Veillées d'Ukraine, Nikolai Gogol. Paris, à l'enseigne du pot cassé, 1928. 2 levrenn in-12, 219-216 pajenn. Skeudennoù gant Henry Chapron. Tennadenn niverennet war Chesterfield
  • Tarass Boulba, Nikolai Gogol. Paris, Éditions de La Pléiade, 1931. 29 dour-kreñv e liv gant A. Grinevsky, 12 anezho er-maez eus an testenn. Tennadenn a 100 skouerenn
  • Epîtres des hommes obscurs (troet diwar Epistolae obscurorum virorum), Ulrich von Hutten, Pariz, à l'enseigne du Pot Cassé, 1933
  • Livre des colloques, Érasme. Paris, à l'enseigne du pot cassé, 1934-1936. 4 levrenn (rannoù 2 da 5 eus Œuvres d'Érasme de Rotterdam) in-8 bihan, 286-286-252-254 pajenn. Skeudennoù gant Albert Puyplat ha A.-F. Cosÿns. Tennadenn a 3 000 skouerenn war Bornéo
  • Veillées d'Ukraine, Nikolai Gogol, nouvelle édition. Paris, Éditions Émile-Paul Frères, 1936. In-8, 201 pajenn
  • La foire de Sorochiniets, Nikolai Gogol. Paris, Éditions Galatea, 1945. In-4, 80 pajenn, e follennoù dindan goloenn adpleget, golo ha bouest. 13 dour-kreñv orin gant Véra, 11 anezho pajenn leun. Tennadenn a 300 skouerenn niverennet
  • Vie d'Érasme, e L'éloge de la folie. Paris, à l'enseigne du pot cassé, 1946
  • Mirgorod Tarass Boulba, Nikolai Gogol, traduction de Charles Tremel. Paris, Éditions du Chêne, 1947. 220 pajenn
  • Éternels compagnons de route. Lermontov, Dostoievski, Gontcharov, Maïkov, Tioutchev, Pouchkine, Dimitri Merejkowski. Troet gant Jarl Priel ha Maurice Prozor. Paris, Albin Michel, 1949. In-8, 330 pajenn
  • Tarass Boulba, Nikolai Gogol. Paris, Éditions G.P., 1957. 254 pajenn. War dro 60 skeudenn e du pe e liv
  • Invitation au supplice, Vladimir Nabokov. Paris, Gallimard, 1960. In-8, 267 pajenn. Tennadenn-beg (66 skouerenn niverennet war leuegen neud-rik Lafuma-Navarre)
  • Lolita, Vladimir Nabokov, troet gantañ
  • 1999: Vladimir Nabokov, Oeuvres romanesques complètes - Tome I, Bibliothèque de la Pléiade, Gallimard
  • 2004: Érasme, L'épicurien et autres banquets, Encre marine, pennad kinnig gant Michel Onfray

E brezhoneg

Levrioù

Pennadoù

    • C'hoariva
  • An Dakenn dour. SAV, niverenn 25, Diskar-Amzer 1942.
  • Ar Baleer-Bro. SAV, niverenn 26, Goañv 1943.
  • Ar Vatez vihan. SAV, niverenn 29, Diskar-amzer 1943.
  • An dakenn dour e C'hoariva brezhonek - Pemp pezh-c'hoari berr. Brest, Skridoù Breizh, kentañ trimiziad 1944. In-12, 146 pajenn
  • Tri devezhour evit an eost (arvest kentañ). Al Liamm, 16/35, Gwengolo-Here 1949.
  • Tri devezhour evit an eost (eil arvest). Al Liamm, 17/19, Du-Kerzu 1949.
  • Paotr e Varv Ruz. Al Liamm, 19/24, Meurzh-Ebrel 1950.
  • En-dro da Vari-Sent.... Al Liamm, 23/21, Du-Kerzu 1950.
  • Ar spontailh - PEZH-C'HOARI E TRI ARVEST gant teir skeudenn. Al Liamm - Tir na n-og, trede trimiziad 1950. In-8, 167 pajenn. Tennadenn a 300 skouerenn war baper leuegen Alfa.
  • Gwener ar Groaz. Al Liamm, 25/33, Meurzh-Ebrel 1951.
  • Kleñved an Togn. Al Liamm, 30/29, Genver-C'hwevrer 1952.
  • Erin Go Bragh. Al Liamm, 70/336, Gwengolo-Here 1958.
  • ??? diwar ar pezh-c'hoari Shall We Join the Ladies? gant J. M. Barrie troet diwar ar saozneg gant Jarl Priel. Al Liamm, 72/34, Genver-C'hwevrer 1959.
  • Gouel Sant Jakez. Al Liamm, 83/364, Du-Kerzu 1960.
  • Kazh ha Logodenn. Al Liamm, 90/29, Genver-C'hwevrer 1962.
  • Kazh ha Logodenn. Al Liamm, 91/116, Meurzh-Ebrel 1962.
  • Kazh ha Logodenn. Al Liamm, 92/196, Mae-Mezheven 1962.
  • Nag a Wad. Al Liamm, 112/301, Gwengolo-Here 1965.
    • Danevelloù
  • Al lestr «Pembroke». Al Liamm 35/19 Du-Kerzu 1952 Genver-C'hwevrer 1954
  • Ar c'hi Nikolaz Nikitin & Jarl Priel. Al Liamm 42/7 Genver-C'hwevrer 1954
  • Va Zammig Buhez", Al Liamm 44/70e Mae-Mezheven 1954
  • Sachka ar bugel naoniek", Vasili Ivanovski & *Jarl Priel, Al Liamm 49/22 Meurzh-Ebrel 1955
  • Va Buhez e Rusia. Al Liamm, 1955
  • Miss Redfern". Al Liamm 58/13 Gwengolo-Here 1956
  • Israel" Léon Luntz & Jarl Priel, Al Liamm 65/26 Du-Kerzu 1957
  • Amañ hag Ahont. Al Liamm, 1957
  • An Intañv. Al Liamm 67/91 Meurzh-Ebrel 1958 Gouere-Eost 1958
  • Olga. Al Liamm 69/257 Gouere-Eost 1958
  • Bran ar mezeg. Al Liamm 77/398 Du-Kerzu 1959
  • AN TEIRGWERN PEMBROKE. Al Liamm, 1959
  • Ar vorverc'h. Al Liamm 79/72 Meurzh-Ebrel 1960
  • Ar maltouter skosat. Al Liamm 86/150 Mae-Mezheven 1961
  • Vasili. Al Liamm 99/261 Gouere-Eost 1963
  • An eil Sul goude ar Pantekost. Al Liamm 103/101 Meurzh-Ebrel 1964
  • Va zammig buhez. Al Liamm, 1975. In-12, 193 pajenn
    • Traoù all
  • "Piv eo I. Babel ?" (Studi), Al Liamm 46/23 Gwengolo-Here 1954
  • "Lizheroù Jarl Priel da Ronan Huon", Al Liamm 339/3 Eost 2003
  • "Ul lizher da Ronan Huon (lizher dornskrivet)", Al Liamm 339/47 Eost 2003
  • "Prezegenn aozet evit Kamp ar Vrezhonegerien", Al Liamm 339/49 Eost 2003
  • "Er c'hoariva l'Atelier" (Prezegenn), gant Charles Dullin, Al Liamm 339/71 Eost 2003

Levrlennadur

  • Skol Vreiz 44, 1976
  • Bulletin d'Informations Plouguiellois, Numéro spécial, Mae 1985
  • Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien, Lukian Raoul, Al Liamm 1992.

Liammoù diavaez

  • Ur filmig berr hag a ziskouez anezhañ en e di e Priel e 1960, diwar Gaouenn.net
  • Jarl Priel, le Trégorrois qui traduisait Lénine et Trotsky pour les services secrets français

Read next

In 4 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article