Darvoudoù
- 851: trec'h eo lu Erispoe war hini Karl Voal e Jengland-Beslé (e-kichen Felgerieg-Veur).
- 1305: boureviet ha kaset d'ar marv Sir William Wallace, brogarour ha brezelour skos.
- 1485: gant Emgann Bosworth ec'h echu Brezel an Div Rozenn.
- 1795: Bonreizh ar bloaz III e Bro-C'hall.
- 1812: adkavet eo Petra (Jordania) gant an ergerzher suis Jean Louis Burckhardt.
- 1864: sinet eo kentañ Kenemglev Jeneva gant daouzek stad europat.
- 1902: krouidigezh Cadillac Automobile Company.
- 1910: trevet eo Korea ouzh Japan.
- 1914: trec'h eo lu an Impalaeriezh alaman war hini Bro-C'hall en Emgann Rossignol (Emgann an Harzoù e-kerzh ar Brezel-bed kentañ).
- 1944: erruout a ra Roparz Hemon e Strasbourg, degemeret gant Hermann Bickler eno.
- 1962: ur c'hwitadenn eo an Taol Charlotte Corday (gwalldaol ar Petit-Clamart) ouzh Charles de Gaulle.
Sportoù
- 1851: dalc'het eo kentañ America's Cup en-dro da Enez Wight.
- 1972: dilennet eo an Iwerzhonad Lord Killanin da 6vet prezidant ar Poellgor etrebroadel olimpek.
- 2004: Emilie Le Pennec, atletourez c'hall, a ya da gampionez olimpek an divvarrenn digompez en Aten.
Ganedigezhioù


2 images
- 1647: Denis Papin, jedoniour ha fizikour gall.
- 1764: Charles Percier, kinklour ha tisavour gall.
- 1862: Claude Debussy, sonaozer gall.
- 1865: George Kruck Cherrie, ergerzher ha naturour stadunanat.
- 1904: Deng Xiaoping, penn strollad komunour Sina.
- 1908: Henri Cartier-Bresson, luc'hskeudennour gall.
- 1917: John Lee Hooker, kaner-sonaozer ha soner gitar stadunanat.
- 1920: Ray Douglas Bradbury, skrivagner skiant-faltazi stadunanat.
- 1922: Micheline Presle, komedianez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall.
- 1930: Gilmar, diwaller-pal mell-droad etrebroadel brazilian.
Marvioù
- 1241: Gregor IX (bet ganet Ugolino di Anagni), 178vet pab.
- 1280: Nikolaz III (bet ganet Giovanni Gaetano Orsini), 188vet pab.
- 1350: Fulup VI Bro-C'hall, roue adalek 1328 betek e varv.
- 1485: Richarzh III (Bro-Saoz), roue Bro-Saoz hag Aotrou Iwerzhon adalek 1483 betek e varv.
- 1806: Jean-Honoré Fragonard, livour gall (° 5 a viz Ebrel 1732 e Grassa (Alpes-Maritimes a-vremañ)).
- 1922: Mícheál Seán Ó Coileáin, emsaver ha politikour iwerzhonat.
- 1960: André Hugon, filmaozour, produour ha saver senario gall.
- 1978: Jomo Kenyatta, den-stad Kenya.
- 2003: Piéral, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) gall.