Darvoudoù
- 1420: distrujet eo Kastell Champtoceaux, war harzoù Breizh hag Anjev, gant Bretoned an dug Yann V.
- 1940: staget eo Estonia ouzh an Unvaniezh Soviedel.
- 1944: dieubet eo Dinan, Ploermael, Sant-Brieg gant ar Gevredidi.
- 1945: taolet eo ar vombezenn A Little Boy war Hiroshima (Japan) gant ar bombezer stadunanat Enola Gay.
- 1965: embannadur Help! e Breizh-Veur, pempvet albom gant ar strollad The Beatles.
Ganedigezhioù

- 1666: Marie Sophie von der Pfalz, priñsez alaman, rouanez Portugal.
- 1697: Karl VII an Impalaeriezh Santel.
- 1753: François Levaillant, ergerzher, dastumer hag evnoniour gall.
- 1775: Daniel O'Connell, brogarour ha politiker iwerzhonat.
- 1809: Alfred Tennyson, barzh saoznek.
- 1868: Paul Claudel, barzh ha skrivagner gall.
- 1881: Sir Alexander Fleming, dizoloer ar penisilin, tapet gantañ Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh e 1945.
- 1917: Robert Mitchum, aktour stadunanat.
- 1928: Andy Warhol, arzour stadunanat.
- 1936: Dražan Jerković, melldroader etrebroadel ha gourdoner yougoslav.
- 1983: Viktorija Čmilytė, mestrc’hoarierez echedoù lituanian.
Marvioù

- 258: ar pab Sikstus II.
- 1195: Herri al Leon, dug Saks ha Bavaria.
- 1221: Domingo de Guzmán, saver Urzh ar Frered prezegerien (Dominikaned).
- 1660: Diego Velázquez, livour spagnol.
- 1973: Fulgencio Batista, koronal ha politiker eus Kuba, bet prezidant Kuba.
- 1978: ar pab Paol VI.
- 1979: Feodor Lynen, tapet gantañ Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh e 1964.
- 1983: Klaus Nomi, kaner alaman.
- 2001: Jorge Amado, skrivagner brazilian.
- 2002: Edsger Dijkstra, jedoniour izelvroat.
- 2005: Ibrahim Ferrer, kaner kuban, ezel eus al laz-seniñ Buena Vista Social Club.
Lidoù
- Devezh Hiroshima.
- Kristenion:
- Sant an deiz: Santez Dahud.
