Darvoudoù
- 1521: penn-kentañ Seziz Mézières.
- 1763: Rio de Janeiro a ya da gêrbenn Brazil e-lec'h Salvador da Bahia.
- 1801: echu eo Koulzad brezel Ejipt gant kodianidigezh lu Napoleon Iañ en Aleksandria.
- 1823: Emgann an Trocadero e Puerto Real (e-kichen Cádiz).
- 1845: ar regata kentañ e Kankaven.
- 1881: enaouet evit ar wech kentañ tour-tan ar Maen, er c'hornôg da Enez-Sun.
- 1888: kentañ muntr (Mary Ann Nichols) Yann an Toullgofer e Londrez.
- 1914: trec'h lu Alamagn war hini Rusia da geñver Emgann Tannenberg.
- 1980: krouidigezh ar sindikad Solidarność e Polonia.
- 1991: Kirgizstan dizalc’h diouzh Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel.
- 1994: harz-an-tan gant an IRA e Norzhiwerzhon.
- 1994: mont a ra kuit ar soudarded rusian diwezhañ eus Estonia.
Ganedigezhioù

- 12: Caligula, trede impalaer roman etre 37 ha 41.
- 1786: Michel-Eugène Chevreul, kimiour gall bet tapet gantañ ar Vedalenn Copley e 1857.
- 1879: Alma Mahler, livourez ha sonerez aostrian-amerikan.
- 1903: Vladimir Jankelevitch, prederour ha studier war ar sonerezh gall.
- 1945: Van Morrison, kaner-sonaozer norzhiwerzhonat.
- 1949: Richard Gere.
- 1970: Debbie Gibson.
Marvioù

- 1422: Herri V, roue Bro-Saoz adalek 1413 betek e varv.
- 1709: Andrea Pozzo, frer jezuist ha livour italian.
- 1724: Luis Iañ, roue Spagn adalek ar 15 a viz Genver 1724 betek e varv.
- 1795: François Philidor, sonaozour ha mestrc'hoarier echedoù gall.
- 1811: Louis-Antoine de Bougainville, ergerzher ha merdeer gall.
- 1834: Karl Ludwig Harding, steredoniour alaman.
- 1867: Charles Baudelaire, barzh gallek.
- 1973: John Ford, filmaozer amerikan.
- 1997: Diana Frances Spencer (Lady Di), priñsez Kembre.
- 2010: Laurent Fignon, reder marc'h-houarn gall.
- 2020: Pranab Mukherjee, prezidant India.
