- Diwar-benn bloavezh 2012 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
- Sellit ivez ouzh 2012 e Breizh.
Deiziadurioù all
Klotañ a ra bloavezh 2012 an deiziadur gregorian gant ar bloavezhioù-mañ:
- Deiziadur hebraek: 5772 – 5773
- Deiziadur muzulman: 1433 - 1434
- Deiziadur pers: 1390 – 1391
- Deiziadur hindou:
- Deiziadur juluan: 2455927 - 2456292
- Deiziadur japanek hengounel: bloavezh 24 ar marevezh Heisei (Nemet hag un Impalaer all a vefe staliet)
- Deiz kentañ ar Bloaz nevez sinaat: d'an 23 a viz Genver e vo deroù bloavezh an aerouant.
Darvoudoù
Genver
- 1añ a viz Genver:
- Tro Danmark eo da vezañ e penn Unaniezh Europa, war-lerc'h Polonia.
- Tro ar Stadoù-Unanet eo da vezañ e penn ar G8.
- Dilezet eo ar stadud Rannvro trobarzh pell gant enez Saint-Barth en (Antilhez). Ur Vro-ha-Departamant Tramor e teu da vezañ.
- Da Gêrbennoù sevenadurel Europa eo anvet kêrioù Guimarães (Portugal) ha Maribor (Slovenia).
- 7 a viz Genver: degouezhout a ra ar merdeer Loig Peyron e porzh Brest bet tapet an Trofe Jules Vern gantañ.
- 12 a viz Genver: Yennayer, deiz kentañ ar bloaz berberat.
- 13-22 a viz Genver: kentañ C'hoarioù olimpek goañv ar yaouankiz, e Innsbruck.
- 21 a viz Genver-12 a viz C'hwevrer: Kib vell-droad broadoù Afrika.
- 23 a viz Genver: deiz kentañ bloavezh an aerouant en Deiziadur sinat.
C'hwevrer
- 29 a viz C'hwevrer: bez ez eus eus an deziad-mañ e 2012. Ur bloavezh bizeost eo.
Meurzh
- 4 a viz Meurzh: votadeg da zilenn Prezidant Rusia.
- 12-17 a viz Meurzh: Forom bedel an dour e Marsilha.
- 25 a viz Meurzh: lid-envel Kounlec'h torridigezh ar sklaverezh e Naoned.* 31 a viz Meurzh: Deomp de'i, manifestadeg e Kemper evit difenn yezhoù Frañs.
Ebrel
- 7 a viz Ebrel: Pessa'h (Pask ar Yuzhevien).
- 8 a viz Ebrel: Sul Fask (gouel kristen).
- 22 a viz Ebrel: tro gentañ ar votadeg da zilenn Prezidant ar Republik c'hall.
Mae
- 6 a viz Mae: eil tro ar votadeg da zilenn Prezidant ar Republik c'hall.
- 12-19 a viz Mae: Ar Redadeg evit ar brezhoneg, 1500km eus Brest da Zouarnenez.
- 22 a viz Mae: fallaenn walennek (Meurvor Habask, Azia ha Norzhamerika).
Mezheven
- 1añ a viz Even: skignañ a ra ar chadenn skinwel be IN Sport 1, izembregerezh ar stroll qatarat Al Jazeera.
- 4 a viz Mezheven: fallaenn war al Loar.
- Adalek an 9 a viz Mezheven: Euro-2012, Kampionad melldroad Europa, e Polonia hag en Ukraina.
- 10-17 a viz Mezheven: votadeg da zilenn kannaded ar Vodadenn vroadel gall.
- Fin ar miz: lid evit reiñ lañs d'an tramgarr e Brest.
Gouere
- 1añ a viz Gouere: tro Kiprenez eo da vezañ e penn Unaniezh Europa, war-lerc'h Danmark.
- 27 a viz Gouere-18 a viz Eost: C'hoarioù Olimpek e Londrez.
Eost
Gwengolo
- 11 a viz Gwengolo: war-dro ur milion hanter a dud o deus kemeret perzh en ur vanifestadeg evit dizalc'hted Katalonia e Barcelona.
- 13 a viz Gwengolo: didarzh ar Volcán de Fuego e Guatemala.
Here
Du
- 6 a viz Du: votadeg da zilenn Prezidant ar Stadoù-Unanet.
- 13 a viz Du: fallaenn war an Heol (Aostralia, Zeland-Nevez, Suamerika ha Meurvor Habask).
Kerzu
- 26 a viz Kerzu: e Republik Pobl Sina eo bet digoret al linenn dren tizh bras hirañ er bed, etre Beijing ha Guangzhou.
- 21 a viz Kerzu: addilennet eo Artur Mas da brezidant Generalitat Katalonia, gant harp ar strolladoù Convergència i Unió hag Esquerra Republicana de Catalunya.
Marvioù pennañ
- Gwelit ivez: Rummad:Marvioù 2012
Genver
- 8 a viz Genver: Annaig Renault, skrivagnerez.
- 9 a viz Genver: Christian-Joseph Guyonvarc'h, arbennigour war ar sevenadur keltiek kozh.
- 9 a viz Genver: Malam Bacai Sanhá, prezidant Ginea-Bissau
- 13 a viz Genver: Rauf Denktaş, prezidant kentañ Republik Turk Kiprenez an Norzh
- 14 a viz Genver: Txillardegi, broadelour euskarat
C'hwevrer
- 1añ a viz C'hwevrer: Wisława Szymborska, skrivagnerez polonek.
Meurzh
- 10 a viz Meurzh: Jean Giraud, saver bannoù-treset gall.
Ebrel
- 28 a viz Ebrel: Matilde Camus, barzhez spagnol.
Mae
- 4 a viz Mae: Adam Yauch, soner ha kaner amerikan.
- 17 a viz Mae: Donna Summer, kanerez eus Stadoù Unanet Amerika
- 29 a viz Mae: Doc Watson, gitarour ha kaner amerikan.
Mezheven
- 5 a viz Mezheven: Ray Bradbury, skrivagner stadunanat.
- 30 a viz Mezheven: Yitzhak Shamir, politikour eus Israel, bet Kentañ Ministr e vro.
Gouere
- 24 a viz Gouere: John Atta Mills, politikour eus Ghana.
- 29 a viz Gouere: André Weckmann, skrivagner eus Elzas.
- 30 a viz Gouere: Maeve Binchy, skrivagnerez saoznek eus Iwerzhon.
Eost
- 13 a viz Eost: Eileen Beasley, stourmerez evit gwirioù ar gembraegerien.
- 25 a viz Eost: Neil Armstrong, astraer stadunanat.
Gwengolo
- 17 a viz Gwengolo: Édouard Leclerc, saver ar rouedad stalioù bras Leclerc.
- 16 a viz Gwengolo: François Dilasser, livour eus Lesneven.
Here
- 15 a viz Here: Norodom Sihanouk, roue Kambodja ha Kentañ Ministr ar vro-se.
Du
- 2 a viz Du: Han Suyin, skrivagnerez eus Republik Pobl Sina.
Kerzu
- 5 a viz Kerzu: Oscar Niemeyer, savour Brasília.
