Darvoudoù
- -338: emgann C'haeronea, trec'h eo Fulup II Makedonia war ur c'hengevreadur kêrioù gresian renet gant Aten.
- -216: emgann Cannae, e-pad an Eil brezel punek.
- 1133: leañ a ra ar varoned angl-ha-norman da anavezout Matilda Bro-Saoz hag he mab ||Herri II (Bro-Saoz)|Herri II]] hêrez an tron.
- 1718: Feur-emglev Londrez etre Rouantelezh Breizh-Veur, Rouantelezh Bro-C'hall, ar Proviñsoù-Unanet hag an Impalaeriezh santel roman german.
- 1755: krouget eo Mari-Loeiza Tromel (Marion ar Faoued he lesanv) e Kemper.
- 1798: dibenn emgann Aboukir, trec'h eo ar morlu breizhveurat (brezelioù an Dispac'h gall).
- 1802: dont a ra Napoleone Buonaparte da vezañ koñsul a-hed buhez dre ur plebisit ((3 milion ya, 1 600 nan).
- 1830: dilezel a ra ar roue gall Charlez X e veli.
- 1899: krouet eo ar gazetenn L'Ouest-Eclair; cheñchout a raio he anv e Ouest-France d'ar 1añ a viz Eost 1944.
- 1934: dont a ra Hitler da vezañ Führer Alamagn.
- 1943: emsavadeg e kamp-diouennañ Treblinka.
- 1944: a-gevret gant al lu alaman ez a kuit ar Bezen Perrot eus Roazhon war-zu Bro-Alamagn.
- 1945: dibenn kendiviz Potsdam.
- 1990: aloubet eo Koweit gant armeoù Irak.
- 1993: kaougantet eo Feur-emglev Maastricht gant ar Rouantelezh-Unanet.
- 1997: dont a ra Mohammad Khatami da vezañ prezidant ar Republik Iran.
Sportoù
- 1908: 11vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Bourdel (Gironde) ha Naoned; trec'h eo Lucien Mazan (lesanvet Petit-Breton).
- 1992: Franck David, atletour breizhat, a ya da gampion olimpek ar plankenn-dre-lien e Barcelona.
- 1996: Jean Galfione, atletour gall ha breizhat, a ya da gampion olimpek al lammat gant ar berchenn en Atlanta (Stadoù Unanet).
- 2012: Emilie Fer, atletourez c'hall, a ya da gampionez olimpek ar slalom K1 e Londrez (Bro-Saoz).
Ganedigezhioù

- 1834: Frédéric Auguste Bartholdi, kizeller gall bet savet Delwenn ar Frankiz gantañ.
- 1914: Félix Leclerc, barzh ha kaner kebekat.
- 1920:
- François Flohic, rezistant ha besamiral.
- Georgette Piccon, livourez.
- 1923: Shimon Peres, politikour israelat
- 1924: James Baldwin, skrivagner stadunanat.
- 1942: Isabel Allende, skrivagnerez eus Chile.
Marvioù


2 images
- 1100: Gwilherm ar Ruz, roue Bro-Saoz, eil mab Gwilherm an Alouber.
- 1343: Olier Klison, nobl breton dibennet dre urzh roue Bro-C'hall Fulup VI, ar pezh a sacho e wreg Janed Belleville d'ar morbreizherezh.
- 1589: Herri III, roue Bro-C'hall ha Polonia, Dug-meur Lituania.
- 1755: Mari-Loeiza Tromel lesanvet Marion ar Faoued, krouget e Kemper.
- 1788: Thomas Gainsborough, livour saoz.
- 1921: Enrico Caruso, tenor italian.
- 1922: Alexander Graham Bell, ijiner skosat ar pellgomz.
- 1934: Paul von Hindenburg, milour ha den-stad alaman.
- 1936: Louis Blériot, nijer ha savour kirri-nij.
- 1976: Fritz Lang, filmaozer alaman.
- 1992: Michel Berger, pianoour ha kaner-sonaozer gall.
- 1996: Michel Debré, uhelkargad ha politikour gall
Lidoù
- Sant an deiz: Sant Tunio
- Devezh ar vro e Makedonia