factograf
BR

kumun e departamant Aodoù-an-Arvor, e Frañs

Sant-Brieg

Sant-Brieg

Key facts

poblañs44 364
gorread21,88km²
natur an elfennkumun eus Frañs
broFrañs
uhelder134m
penn an aotrouniezhHervé Guihard
Evit implijoù all, gwelet Sant-Brieg (disheñvelout).

Sant-Brieg

Sant-Brieg An ti-kêr.
An ti-kêr. Ardamezioù Anv gallaouek Saent-Bérioec Anv gallek (ofisiel) Saint-Brieuc Bro istorel Bro-Sant-Brieg Melestradurezh Departamant  Aodoù-an-Arvor (prefeti) Arondisamant Sant-Brieg (pennlec'h) Kanton Pennlec'h daou ganton:
Sant-Brieg-1
Sant-Brieg-2 Kod kumun 22278 Kod post 22000 Maer
Amzer gefridi Victor Bonnot
2026-2032 Etrekumuniezh Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù Bro velestradurel Bro Sant-Brieg Lec'hienn Web Ti-kêr Poblañsouriezh Poblañs 44 364 ann. (2023) Stankter 2 028 ann./km² Douaroniezh Daveennoù
lec'hiañ
48° 30′ 49″ Norzh
2° 45′ 55″ Kornôg
/ 48.513611, -2.765277
Uhelderioù kreiz-kêr: 99 m
bihanañ 0 m — brasañ 134 m Gorread 21,88 km² kemmañ 

Sant-Brieg a zo ur gêr eus Breizh, lec'hiet e departamant Aodoù-an-Arvor, pennlec'h an departamant-se hag ar prefedelezh. Kêr-benn Bro Sant-Brieg eo, e Breizh-Uhel, nepell eus Bro-Oueloù ha Bro-Dreger, e foñs Bae Sant-Brieg. Tennañ a ra he anv eus ar manac'h Brieg, deuet eus Bro-Gembre er Vvet kantved. 45 000 annezad a oa enni e 2016, 171 721 en tolead kêr e 2013.

Douaroniezh

Kumunioù amezek

Rod an avelioù Plerin Rod an avelioù
Ploufragan N Bae Sant-Brieg
K    Sant-Brieg    R
S
Ploufragan Tregaeg Langaeg

Anv

  • Erwan Vallerie (1995) ː Saint Brieux, Saint Brieuc, 1235; Seint Briout, 1284; Saint Briouc, 1294; Saint Brieuc, 1304; Saent Bryoc, 1305; Saint Brioux, 1306; Saint Briouch, 1321;  Sanctum Briocum de Vallibus, 1330; Saint Brieuc, 1356; Saint Brieu, Saint Brieuc, 1364; Saint Brieuc, 1373; Saint Brieu, 1375; Saint Briouc, 1378; Saint Briouc, 1379; Saint Briou, Saint Brieux, Saint Brieuc, 1406; Saint Brieuc des Vaux, 1407; Saint Brieu, 1409; Sainct Brieu, Seint Biriok (dihel1 saoznek), 1410; de Sancto Brieuco, 1411; Sainct Briou, 1417; Saint Brieuc, Saint Brieu, 1420; Saint Briou, Saint Briouc, 1423; Saint Brieul, Saint Brieux, 1462; Saint Brieu, 1513; Saint Brieux, Saint Brieu, 1535; Saint Brieu, 1565; Saint Brieu, 1636; Saint Brieu, 1709

Ardamezioù

  • En glazur, e c'hripi en aour, krabanet ha teodet en gul (Ardamezeg d'Hozier, 1698)

Istor

Sant Brieg eo a roas e anv da Vro Sant-Brieg. Krouet e voe ar gêr er VIvet kantved gant ar manac'h anvet Brieg, deuet a Vro-Gembre. Ur manati a voe da gentañ, ha tamm-ha-tamm ur gêr a greskas tro-dro d'ar manati-se.

Dispac'h Gall

  • Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Sant-Brieg da benn distrig Sant-Brieg.

XIXvet kantved

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • 685 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 2,86 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911.
  • Ur soudard bet ganet er gumun a voe fuzuilhet gant al lu gall d'ar 1añ a viz Here 1915, e Vienne-le-Château (Bro-C'hall).

Repuidi Brezel Spagn

Eil Brezel-bed

Brezhoneg

  • 7,8 % eus anvioù-lecʼh ar gumun a zo brezhonek.
  • Ur skol Diwan zo e Sant-Brieg abaoe 1979.
  • E distro-skol 2025 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 179 skoliad (4,2 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).
  • E 2021 e oa roet d'ar gumun live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg, ha d'ar 14 a viz Mezheven 2025 e oa sinet evit tizhout al live 2.

Monumantoù ha traoù heverk

Sant-Brieg dindan an erc'h.
Sant-Brieg dindan an erc'h.
An iliz-veur.
An iliz-veur.
Tour Soazon.
Tour Soazon.
Feunteun Sant Brieg.
Feunteun Sant Brieg.
4 images

Tregont monumant istorel zo er gêr. En o zouesk:

  • Iliz-veur Sant Stefan, gant relegoù sant Brieg enni,
  • Dismantroù tour Soazon, savet e 1395 ha distrujet e 1598,
  • Feunteun Sant Brieg, savet er 15vet kantved,
  • Tiez kozh e kreiz-kêr.

Bezioù ar C'hommonwealth e beredoù ar gumun

Bez ar C'hommonwealth er vered Sant-Mikael

Bro Niver a dud
Rouantelezh-Unanet 1 (tirlu)
Hollad 1

Ur soudard iwerzhonat eus ar Royal Inniskilling Fusiliers e oa. Marvet eo e miz Gwengolo 1914, e-pad ar Brezel-bed kentañ.

Bezioù ar C'hommonwealth er vered Kornôg

Bro Niver a dud
Kanada 3 (aerlu)
Rouantelezh-Unanet 54 (aerlu:5, morlu: 48, tirlu:1)
Dianv tremen 43
Hollad tremen 90

Marvet int e-pad an Eil brezel-bed. Re ar Morlu a varvas pa'z eas an H.M.S. Charybdis d'ar strad d'an 23 a viz Here 1943.

Melestradurezh

Roll ar vaered
Mare Anv Strollad Karg
2026 → bremañ Victor Bonnot Horizons
2020 2026 Hervé Guihard Place Publique Sterner tiriadel (abaoe 2017)
2017 2020 Marie-Claire Diouron UDI Apotikerez (abaoe 2017)
2001 2017 Bruno Joncour UDF, ha goude MoDem Kannad (2017-2022)
1983 2001 Claude Saunier PSU, ha goude PS Senedour (1989-2008)
1965 1983 Yves Le Foll PSU Kannad (1967-1968 / 1973-1978)
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud

Tud bet ganet eno

Tud bet marvet eno

Tud hag o deus bevet e Sant-Brieg

Ardamezeg ar familhoù

Aubry
Aotrounez la Lande (?), eskopti Sant-Brieg.
En glazur e zaou c'hoaf en argant lammellet, heuliet ouzh kab gant ur rodig-kentr en aour, hag ouzh beg gant ul leonparzh ivez en aour.
Bernard, tailhanter war an tiegezhioù (fouages) Sant-Brieg e 1690
Auffray
Aotrounez Roc'hbihan, er barrez Sant-Mikael
Treustellet etre argant ha sabel a c'hwec'h pezh, e leon en aour balirant
Bagot
Familh c'henidik eus Tregaeg, he deus roet sindikoù ha maered da Sant-Brieg adalek 1579
En glazur e ruilhenn en aour
Louis Barazer
Senesal Sant-Brieg e 1690
En gul e wifrell en erminoù heuliet gant div ruilhenn en argant
de Beaulieu

Aotrounez la Ville-Juhel, er barrez Sant-Mikael En glazur e leon en argant, heuliet gant nav bezantenn en aour, 4, 2, 3

Bertram
Yann, chaloni Sant-Brieg; Gwilhern, en eus kemeret perzh ouzh feur-emglev Gwenrann e Gwengamp e 1381.
Teir gavan (livioù dianav)
Eder

Aotrounez Villedoré ha Villeraoul, e Saozon (Sant-Brieg)

En gul e dreustell en argant, heuliet gant teir fempdiliaouenn ivez en argant, 2, 1

Sport

Marc'hhouarnerezh

Tro Bro-C'hall

Liammoù etrebroadel

Liammoù he deus kêr Sant-Brieg gant kêrioù e meur a vro:

Gevelliñ

bro kêr abaoe
Alamagn Alsdorf 1970
Kembre Aberystwyth 1973
Gres Aghia Paraskevi 1991

Kevelouri

bro kêr abaoe
Niger Agadez 2002
Tunizia Gabès 2006
Palestina Battir - Kufur Thilit 2009

Mignoniezh

bro kêr abaoe
Bosnia-ha-Herzegovina Goražde
Kiprenez Gerospikou 2002

Liammoù diavaez

  • (fr) Lec'hienn ofisiel kêr
  • (br) Sant-Brieg war lec'hienn Geobreizh

Levrlennadur

  • Pol Potier de Courcy (2011). Nobiliaire et armorial de Bretagne (in fr). Cressé: Editions des Régionalismes. ISBN 978-2-84618-778-7. 

Read next

In 80 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article