factograf
BR

Wehrmacht

Wehrmacht

Key facts

deiziad krouiñ21 Mae 1935
natur an elfennnerzhioù lu
broTrede Reich
Banniel ar Wehrmacht
Banniel ar Wehrmacht

Ar Wehrmacht, Nerzh Difenn (ger benel, eus an alamaneg wehren, difenn, ha Macht, nerzh) e oa nerzhioù arme unanet an Trede Reich, dindan ar ren nazi, eus ar 16 a viz Meurzh 1935 betek ma vefe lamet d'an 20 a viz Gwengolo 1945. Kemeret en doa plas ar Reichswehr, hag un arouez e oa eus c'hoant armañ an nazied o vont dreist Feur-emglev Versailhez. Ouzh hec'h ober e oa an Heer (arme-douar), ar c'hKriegsmarine (arme-vor), hag al Luftwaffe (aerlu).

Goude ma oa bet tapet ar galloud gant an nazied e 1933, unan eus oberiadurioù pouezusañ ha dizaon Adolf Hitler a oa bet sevel ar Wehrmacht: un nerzh milourel argadiñ modern ha stummet mat, ar pezh a roe war an hir dermen an tu d'ar renad nazi da dizhout palioù lies ar strollad evel adpakañ douaroù kollet Alamagn hag aloubiñ douaroù nevez war-goust ar broioù amezek. Evit en ober e oa bet adlakaet ar servij soudard ret, ha postet arc'hant e-leizh en industriezh an armoù.

Read next

In 81 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article