Diwar-benn bloavezh 1967 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
Darvoudoù
Europa
Kenvarc’had
Breizh
- 150.000 a dud sinet ganto sinadeg vras Emgleo Breiz evit ma vo kelennet ar brezhoneg er skol.
Frañs
Kerne-Veur
- 18 a viz Meurzh: peñse an eoullestr Torrey Canyon e Kernev-Veur, gant al lanv du bras kentañ a saotr aodoù Breizh.
Sveden
- 3 a viz Gwengolo: deiz cheñch an tu bleinañ, a-zehoù e vo bleinet hiviziken e-lec'h a-gleiz betek-henn.
Azia
Reter-nesañ
- 5 a viz Even: deroù Brezel ar c’hwec’h devezh. Gant aerlu Israel eo taget war un dro Ejipt, Jordania ha Siria.
Reter-kreiz
Su Yemen
- 30 a viz Du: dizalc'hiezh diouzh ar Rouantelezh Unanet.
Iskevandir indezat
- 12 a viz Meurzh: Suharto a zeu da vezañ prezidant.
Reter-pellañ
- 8 a viz Eost: krouidigezh Kevredigezh Broadoù Gevred Azia.
Afrika
Amerikaoù
Norzhamerika
Stadoù-Unanet
Suamerika
Okeania
Arzoù ha lizhiri
Livañ
Sonerezh
- 1añ a viz Even: embannadur Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band e Breizh-Veur, eizhvet albom gant ar strollad The Beatles.
- 27 a viz Du: embannadur Magical Mystery Tour er Stadoù-Unanet, un albom gant ar strollad The Beatles.
- 5 a viz Kerzu: digoret eo stal Apple Records e Londrez (94, Baker Street).
Lennegezh
Sinema
- 11 a viz Gwenholon: penn-kentañ filmañ Magical Mystery Tour gant ar filmaozer breizhveuriat Bernard Knowles hag izili ar strollad The Beatles evel aktourien.
- 18 a viz Here: skignet eo er Rouantelezh Unanet ar film How I Won the War (John Lennon evel aktour).
- 23 a viz Here: skignet eo er Stadoù Unanet ar film How I Won the War (John Lennon evel aktour).
Skiantoù ha politikerezh
- Dizoloadenn an dubniom gant skipailh Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel e Dubna (Rusia, en Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel d'ar mare-se).
Armerzh
Sport
- 10 a viz Genver: krouet eo Kevre Atlantel ar Vell-droad.
