| Lille | |
|---|---|
| An eskemmdi. | |
| Anv flandrezek | Rysel |
| Melestradurezh | |
| Stad | Frañs |
| Rannvro | Hauts-de-France |
| Departamant | Norzh |
| Arondisamant | Lille (pennlec'h) |
| Kanton | Pennlec'h 6 kanton |
| Kod kumun | 59350 |
| Kod post | 59000, 59160, 59260, 59777, 59800 |
| Maer Amzer gefridi | Martine Aubry 2014-2026 |
| Etrekumuniezh | Métropole européenne de Lille |
| Lec'hienn web | https://lille.fr |
| Poblañsouriezh | |
| Poblañs | 238 246 ann. (2023) |
| Stankter | 6 030 ann./km² |
| Douaroniezh | |
| Daveennoù lec'hiañ | |
| Uhelderioù | bihanañ 18 m — brasañ 46 m |
| Gorread | 39,51 km² |
| kemmañ | |
Lille (e galleg; Rijsel e nederlandeg pe Rysel e flandrezeg izel), zo ur gêr e norzh Frañs. Ur prefeti eo, pennlec'h ha kêr vrasañ rannvro Hauts-de-France ha departamant Norzh (59). 226 827 annezad zo eno (2009) ha kêr vrasañ Meurgêr Lille eo (ennañ en tu all d'ur milion a dud). Ar pevare unvez kêrel er Frañs eo evit a sell ar boblañs (war-lerc'h Pariz, Marselha ha Lyon).
Anv
An anv kozh e galleg eo (L’Isle). N'emañ ket Lille er flandrezegva (er c'hontrol da Zukark da skouer).
Istor
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ: roet e voe ar Groaz-vrezel 1914-1918 d'ar gumun e 1920.
Monumantoù ha traoù heverk

Touristerezh
- Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
Kevelerezhioù european hag etrebroadel
En em engouestlet he deus Lille abred kennañ e darempredoù a c'hevellerezh: ur bloazh goude sinadur Emglev Roma e 1957 he deus divizet ar gêr en em c'hevelliñ gant ur gêr eus ar pemp bro o doa sinet an Emglev.
Gevellerezh
- Liège, Wallonia, Belgia, 1958
- Esch-sur-Alzette, Luksembourg, 1958
- Torino, Italia, 1958
- Rotterdam, Izelvroioù, 1958
- Köln, Nordrhein-Westfalen, Alamagn, 1958
- Leeds, Bro-Saoz, 1968
- Saint-Louis, Senegal, 1978
- Kharkiv, Ukraina, 1978
- Valladolid, Kastilha ha León, Spagn, 1987
- Safed, Israel, 1988
- Buffalo (New York), Stadoù-Unanet, 1989
- Erfurt, Thüringen, Alamagn, 1989
- Naplouse, Palestina, 1998
- Oujda, Maroko, 2005
Kevelerezh
Luc'hskeudennoù
Tud
- Émile Bernard, arzour, bet ganet e Lille e 1868
- Raoul de Godewarsvelde, kaner, bet ganet e Lille e 1928.
