Gabon zo ur stad eus Afrika, war aod ar Meurvor Atlantel. En-dro dezhi emañ Ginea ar C'heheder ha Kameroun, en norzh, Republik Kongo, er reter hag er su, ha Pleg-mor Ginea, er c’hornôg.
Libreville, ur porzh-mor war aod Pleg-mor Ginea, eo kêr-benn ar vro hag un hanter vilion a dud zo o chom enni.
Yezh ha sevenadur
Ar galleg eo ar yezh pennañ ha neuze ar yezh ofisiel nemeti er vro, met komz a reer meur a yezh lec'hel ivez. Kalz a Fanged a gaver e Gabon, ur bobl brudet evit he dañsoù hag hec'h arz dibar (maskloù heverk-bras).
Rannoù melestradurel

9 froviñs a ya d'ober framm melestradurel Gabon (pennlec'h etre krommelloù):
- Estuaire (Libreville)
- Haut-Ogooué (Franceville)
- Moyen-Ogooué (Lambaréné)
- Ngounié (Mouila)
- Nyanga (Tchibanga)
- Ogooué-Ivindo (Makokou)
- Ogooué-Lolo (Koulamoutou)
- Ogooué-Maritime (Port-Gentil)
- Woleu-Ntem (Oyem)
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland
