Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| (Banniel Egipt) | (Skoed-ardamez Egipt) |
Kan broadel
بلادى، بلادى
Biladi, biladi
Yezh ofisiel
Arabeg
Kêr-benn
Kaero (Al-Qāhirah)
Gorread
-En holl
-% dour
1 001 450 km²
0.8%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs
77 505 756 (2005)
75/km²
Prezidant Abdel Fattah al-Sisi
Kentañ ministr Moustafa Madbouli
Gouel broadel
23 a viz Gouere
Moneiz Lur Egipt (LE)
Kod pellgomz 20
Kod war ar Genrouedad.eg
Republik arab Egipt, berraet en Egipt, pe Ejipt, hervez an anv istorel e brezhoneg, (en arabeg:مصر, romanekaet e Misr pe Masr e rannyezh Egipt), a zo ur riez treuzkevandirel e Biz Afrika. Daoust m'emañ an darn vuiañ anezhi en Afrika, e vez renket alies-tre e takad ar Reter-nesañ dre abegoù politikel ha sevenadurel.
P'eo war-dro 1,020,000 km² he gorread, Egipt he deus harzoù douarel gant Libia er c'hornôg, gant Soudan er su ha gant Israel ha Bandenn Gaza er biz. Aodoù zo d'ar vro a sko war ar Mor Kreizdouar en norzh ha war ar Mor Ruz er reter.
Gerdarzh
Meur a stumm zo bet da anv ar vro a-hed an istor.
- An anv kentañ eo bet kemet en egipteg, a dalvez kement a douar du.
| |
k(e)m(e)t, "an douar du".
Daveiñ a ra an anv-mañ da lec'hid du strujus an Nil a save bep bloaz war an douaroù pa zic'hlanne ar stêr.
- Dont a ra an anv brezhonek a-vremañ, Egipt, eus unan eus anvioù ar stêr Nil e gresianeg: Aigyptos (Αιγυπτος). Diwar ar vammenn c'hresianek-se e teu an anv implijet gant holl yezhoù kornôg Europa (Egypt, Egipto, Égypte, Ägypten, hag all).
- An Arabed, int, a ra gant un termen all, disheñvel e orin penn-da-benn:مصر, Misr.
Skeudennoù


Notennoù

Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet: Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud dibar: Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel.3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Okeania. 5. En Okeania evit un darn.
