Malawi, anvet Nyasaland gwechall, a zo ur vro eus reter Afrika, war glannoù al lenn Malawi (pe lenn Nyasa). Harzoù he deus gant Tanzania en norzh hag er reter, gant Mozambik er reter, er su hag er c'hornôg, ha gant Zambia er c’hornôg. Lilongwe eo he c'hêr-benn.
Unan eus broioù pobletañ Afrika eo. Diazezet eo hec'h armerzh war al labour-douar dreist-holl, gant gounezerezh hag ezporzhierezh ar butun.
Poblañs
Poblañs Malawi zo tremenet eus 4 milion a dud e 1966 da 13 milion e 2008. Hervez niveradeg 2008 e oa war-dro 51 500 a annezidi ganet en estrenvro, dreist-holl e Mozambik (19 000).
82.7% eus an dud zo kristenien ha 13% muzulmiz.
Skeudennoù


Rannoù melestradurel

Rannet eo Malawi e teir rannvro hag 28 distrig:
- Northern (e ruz)
- Central (e melen)
- Southern (e gwer)
Daveenn
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland
