factograf
BR
Sign in

Ariel Sharon

Ariel Sharon

Key facts

deiziad ganedigezh26 Cʼhwevrer 1928
deiziad ar marv11 Genver 2014
micherpolitiker
kargKentañ Ministr Israel
Ariel Sharon
Ariel Sharon

Ariel Sharon (אריאל שרון Ariel Scheinermann diouzh e anv orin) a oa bet ganet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1928 e Kfar Malal e-kichen Jaffa e Kefridi Breizh-Veur Palestina (bremañ e Stad Israel), ha marvet d'an 11 a viz Genver 2014 e Ramat Gan (Israel) goude ur c'homa eizh bloavezh.

Jeneral eo ha Kentañ Ministr Stad Israel eo bet etre ar 17 a viz C'hwevrer 2001 hag ar 14 a viz Ebrel 2006.

Ar soudard

E 1942 e teuas da vezañ ezel eus ar Gadna, ul luskad damvilourel evit ar re yaouank ha war-lerc'h eus Haganah, un aozadur damvilourel kuzh.

E 1953 e voe krouet ar "c'hommandoioù 101" gantañ.

E 1956, e-pad brezel ar Sinai, e voe e penn an harzourien-lamm.

E 1967, e-pad brezel ar 6 devezh e oa e penn eus unan eus rannoù al lu a yeas d'ar Sinai. Brud spontus a zeuas dezhañ koulz e-touez ar soudarded hag er bobl.

E 1973 e voe dilennet er C'hneset war listenn al Likoud, ur strollad bet krouet gantañ. E miz Here e voe e penn rann an tankoù a aloubas kanol Suez e-pad brezel ar C'hippour.

A-drugarez dezhañ e c'hellas ur 25.000 trevadenner bennak ober o annez etre 1977 ha 1981.

Ar Ministr soudard

E 1982 e oa ministr an Difenn. Rediet e voe trevadennerien Yamit gantañ da vont kuit. Ar re a nac'he a veze diskaret o zi.

Er memes bloavezh e kasas al lu da vont el Liban. Dindanañ e voe drouglazhet Palestiniz e kampoù Sabra ha Chatila. E zilez e voe rediet da reiñ.

Ar politikour

E 1998 e voe anvet da Vinistr an Aferioù Diavaez.

E penn al Likoud ez eas goude an dilennadegoù kollet e miz Mae 1999.

D'ar 6 C'hwevrer 2001 ez eas da benn ar vro hag addilennet e voe d'an 28 Genver 2003.

Ur voger etre Sisjordania ha Jeruzalem a lakaas da sevel.

E 2004, goude marv Yasir Arafat e krogas da varc'hata gant penn nevez Palestina: Mahmoud Abbas. Divizout a reas dilezel bandenn Gaza. D'an 11 a viz Gwengolo 2005, ne oa trevadenner ebet ken eno.

Pa oa bet bec'h en e strollad e tivizas kuitaat al Likoud ha d'an 29 a viz Du 2005 e voe savet ur strollad nevez gantañ: Kadima (קדימה, "war-raok").

E penn ar sontadegoù e oa pa savas ennañ un diwadenn-empenn d'ar 5 Genver 2006 a redias anezhañ da chom a-sav.

  • An anti-Ariel Sharon flash clip

Read next

In 98 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article