factograf
BR
Sign in

Gaza

Gaza

Key facts

poblañs590 481
gorread45km²
natur an elfennkêr, kêr vras
broStad Palestina
deiziad krouiñ1500 BC
uhelder30m
Aod Gaza
Aod Gaza

Gaza (غزة, Ghazzah en arabeg; עַזָּה, ʕazzā en hebraeg) eo ar gêr vrasañ e Bandenn Gaza hag e douaroù Aotrouniezh Vroadel Palestina, pa'z eus war-dro 410 000 den o chom e kêr. Dre ma vez implijet alies an anv "Gaza" evit "bandenn Gaza", pe "bann Gaza", e vez graet a-wechoù gant an anvadur "Kêr Gaza" (pe "Gaza City") pa vez c'hoant da resisaat e kaozeer diwar-benn kêr hepken.

Ur gêr gozh eo Gaza. Un arsav e oa war hent ar varc'hadourien a yae eus Ejipt da Siria en Henamzer. Goude bezañ bet e-pad pell e dalc'h rouantelezhioù Henegipt, e voe kemeret gant ar Filistined en 13vet kantved kent JK. Kemeret e voe ivez gant Aleksandr Veur e 332 kt JK, goude ur seziz a badas daou viz.

En XXvet kantved en em gavas Gaza en douaroù palestinat a oa dindan beli Breizh-Veur. E 1948, pa voe rannet an douaroù-se etre Arabed ha Yuzevien e voe lakaet Gaza el lodenn arab ha fiziet ar melestradur anezhi en Ejipt. E miz Mezheven 1967 e voe aloubet gant Israel e-pad ar Brezel c'hwec'h devezh; d'an 18 a viz Meurzh 1994 e voe fiziet ar c'horn-bro en Aotrouniezh Vroadel Palestina daoust ma chomas ac'hubet gant arme Israel betek 2006.



Kêrioù gevellet

Read next

In 120 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article