factograf
BR

Szeged

Szeged

Key facts

poblañs157 282
gorread28 100ha
natur an elfennkêr
broHungaria
uhelder75m
yezh ofisielhungareg

Szeged zo ur gêr eus Hungaria, er c’hreisteiz da Vudapest, e kember ar stêrioù Tisza ha Maros, e kontelezh Csongrád. War-dro 170 000 a annezidi zo enni (e 2011).

Kêr bennañ kreisteiz Hungaria eo, nepell diouzh harzoù Serbia ha Roumania, ha brudet eo Skol-veur Szeged. Anavezet eo korn-bro Szeged abalamour ma c’hounezer kalz paprika ennañ.

A-gozh eo anavezet Szeged ha Partiscum e oa hec’h anv da vare ar Romaned. Eus 1183 eo ar meneg kentañ eus an anv hungarek Szeged. Sez gouarnamant enep-dispac’hel Hungaria e voe Szeged e 1919, pa oa bet embannet Republik Soviedel Hungaria gant ar gomunourien e Budapest.

Kêrioù gevellet

Liammoù diavaez

  • Lec’hienn ofisiel Szeged (hu)
  • Universitat de Szeged

Read next

In 96 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article