
Ul lobi, pe stroll pouezañ, zo ur strollad tud, e bal difenn e interestoù en ur lakaat gwask pe levezoniñ an ensavadurioù publik. Arc'hantaouet pe stummet e vez gant embregerezhioù prevez gant aozadurioù nann-gouarnamantel. Ar gerioù lobby (stumm orin) ha lobbying (oberioù ul lobi) a vez implijet ivez.
Etimologiezh
Dont a ra eus ar ger saozneg lobby ("rakambr" pe "trepas"), implijet evit envel ar pezhioù eus Ti ar C'humunioù, e Londrez, e-lec'h ma c'halle izili ar strolloù gwask kejañ gant ar barlamantidi adalek. Ar ster "stroll pouezañ" a dapas eno e eil kard an XIXvet kantved. Testeniekaet eo implij ar ger gant ar ster-mañ er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1790 ivez.
Skouerioù lobioù
- Club des Trente, ur strollad pennoù embregerezhioù breton savet e 1988, aet da gaet.;
- Open Society Foundations, lobi krouet gant George Soros evit ar justis, an demokratelezh, an deskadurezh, ar mediaioù dizalc'h hag ar yec'hed. Berzet e meur a vro.
- an National Rifle Association of America, ur strollad gwask evit an armoù-tan er Stadoù-Unanet;
- Oxfam, ur gevredigezh hag a skign d'ar mediaioù rentañ-kontoù diwar-benn an ingaldedoù sokial ha galvoù boikotoù.
Pajennoù kar
- Lobi enep-nukleel
- Lobi al labour-douar
- Lobi ar butun
- Lobi an armoù-tan
- Lobi an endro
- Lobi al louzoù
- Lobi LGBT
- Lobi apotikel
- Lobi milourel-greantel
