Korfadurezh

Deskrivadur
Lodennoù ar c'hourzh:
- ar muzelloù bras, plegoù ar c'hroc'hen a zo a bep tu dezhañ (distoket int war ar skeudenn);
- ar muzelloù bihan;
- er beg anezho, an ellig, organ stegnus;
- dindan an ellig emañ gwask an troazh;
- etre ar muzelloù bihan emañ digor ar gouhin.
E gouenn an dud e weler meur a lodenn e reizh ar vaouez, eus an nec'h betek an traoñ:
- ar voudenn, gant ar blev-gaol, e traoñ ar c'hof;
- ar muzelloù bras, pe muzelloù diavaez.
An organoù diavaez-se o deus ivez ur garg er vuhez reizhel ha stag ouzh ar blijadur. Nervennoù e-leizh zo enne, perzh a gemeront en oberenn reizhel pa vezont implijet evel ma tere.
Diorreadur
Daou vare a bouez a zo e kresk ar c'hourzh:
- a-hed diorreadur ar grouell;
- ar gaezouregezh, ma teu blev warnañ, ar pezh a ziskouez ez eo darev ardivink-genel ar vaouez da engehentañ.
Heñvel eo stumm ar c'hourzh ouzh hini ur vi, gant ur faout er c'hreiz, dindan ur voudennig, e-traoñ ar c'hof, e-kreiz ar c'haol.
Ar gaezourenn, anezhi ur voudennig vlot dirak ar c'hourzh, zo graet gant un danvezenn druz a c'holo juntad ar c'haezour; mons pubis eo an anv latin, ne vern pe da baotr pe da blac'h eo. Gant ar vaouez e teu ar mons pubis da vezañ mons veneris da lavarout eo « Menez Gwener » pe "Menez ar Garantez".
Dont a ra an darn vrasañ eus organoù reizhel ar pared ha parezed eus ar memes danvez eus kresk ar grouell. Heñvel an traoù gant ar c'hourzh.
Liammet eo korfadurezh ar c'hourzh ouzh korfadurezh ardivink-genel ar pared dre ma'z eo rannet etrezo bevoniezh-kreskiñ o gouenn.
Klotañ a ra mezenn an ellig gant mezenn ar c'halc'h, ha korf an ellig ouzh korf keviaouek ar c'halc'h. Ar muzelloù bras ha bihan ha tog an ellig a glot gant ar gousac'h, gant kroc'hen troad ar c'halc'h, gant kaezour ar c'halc'h.
Yec'hedouriezh

An daou zoare boutin da gempenn ar c'hourzh eo:
Kizidikoc'h eo ar c'hourzh eget ar c'halc'h ouzh ar mikroboù.
Abalamour da ziwall diouzh koeñvadur o c'hourzh ez eus kalz merc'hed oc'h implij dour ha gwezeladoù. Ret eo diwall ouzh an aozadoù implijet, a c'hall endelc'her elfennoù kimiek a dag ar c'hroc'hen dreist-holl en ul lec'h kizidik. Aes eo tapout ur gouhinfo, bilimadur ar gouhin.
Liammet eo yec'hed ar c'hourzh ouzh an doare-bevañ, an evezh taolet ouzh an naetadurezh, ar boued yac'h. Ret eo implij soavonoù dous, naturel, bevedel, ha gwalc'hiñ eus an tu diaraok d'an tu an diadreñv.
Minellañ ar c'hourzh


- Gwelout: Minellañ ar c'hourzh
Merc'hed zo e plij dezho minellañ o c'hourzh e doare pe zoare. Darn a ya betek muturniañ pe toullañ ar c'hroc'hen.
Yezh
E latin e veze graet pudendum femininum eus ar c'hourzh'. Ar ger pudendum a dalv kement ha lodennoù mezhus da lavarout eo ar pezh n'eo ket dereat diskouez.
Er sevenadur hindou e reer gant ar ger sanskritek « Yoni ( योनि) », dezhañ meur a ster, hag en o zouez feunteun a vuhez, neved, hag all.
Ar c'hourzh en arz







Abaoe pell e klask an arzourien tresañ pe livañ ar c'hourzh, aroueziañ galloud an organ-se da « reiñ ar vuhez », rak kemmesk a zo etre kourzh ha gouhin abaoe ar ragistor, met nebeutoc'h-nebeutañ dre ma kresk ar skiant hag anaoudegezhardivink-genel an den. Kemmesk zo ivez etre kourzh hag oriadell, ar blijadur reizhel.
Liammoù diavaez
- Organoù reizhel ar merc'hed (fr)
- Kourzh deskrivet (fr)
- 3dvulva.com (en)
