factograf
BR

manac'h hag a droas ar Bibl e latin, doktor an Iliz, unan eus ar pevar Tad an Iliz

Hieronimos

Hieronimos

Key facts

deiziad ganedigezh345
deiziad ar marv30 Gwengolo 420
micherkloareg, istorour
lec'h ar marvBetlehem
oberenn heverkVulgat
Hieronimos, gant Caravaggio (1607
Hieronimos, gant Caravaggio (1607

Yerom e brezhoneg, Hieronimos hag Eusebius Sophronius Hieronymus e latin, Hieronymos e henc'hresianeg, ganet etre 342 ha 347 e Stridon etre Pannonia ha Dalmatia (Kroatia hiziv) ha marvet d'an 30 a viz Gwengolo 420 e Betlehem, a oa ur manac'h hag a droas ar Bibl e latin (ar Vulgat), ma'z eo anavezet evel doktor an Iliz, hag unan eus ar pevar den a zo bet anvet Tadoù an Iliz, a-gevret gant Ambroaz Milano, Aogustin Hippo ha Gregor Iañ, hag evelto anvet da sant.

E vuhez

Buez ar Zent. p. 671
Buez ar Zent. p. 671
Buez ar Zent. p. 672
Buez ar Zent. p. 672
2 images

Studier e oa e Roma, ha da 25 bloaz e teuas da vout kristen goude un hunvre kevrinus e-kerzh ur c'hleñved. Ur chomadenn a reas e Galia hag alese ez eas d'an Douar Santel e 373. Ur pennad e voe penitiour e Chalcis e Siria, er mervent da Antioc'heia, en Azia Vihanañ, ha beleget e voe eno.

E 383 e voe dibabet gant ar pab Damasus Iañ da sekretour ha goulennet digantañ treiñ ar Bibl, e yezh ofisiel an Impalaeriezh, al latin. Pa varvas ar pab e rankas Hieronimos kuitaat Roma ha distreiñ d'an Douar Santel gant Paula, ur Romanez a lignez uhel.

Mervel a reas e 420. Lakaet eo bet da sant paeron an droourien. Abaoe Bonifas VIII e 1298 ez eo bet lakaet da zoktor an Iliz.

E brezhoneg

Levrlennadur

  • Maurice Testard: Saint Jérôme – L'apôtre savant et pauvre du patriciat romain. Paris: Belles Lettres, 1969

Read next

In 86 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article