factograf
BR

skrivagner gallek

Guy de Maupassant

Guy de Maupassant

Key facts

deiziad ganedigezh5 Eost 1850
deiziad ar marv6 Gouere 1893
micherdramaour, kazetenner
lec'h ganedigezhTourville-sur-Arques
lec'h ar marvPassy
oberenn heverkBel-Ami
Sinatur Maupassant.
Sinatur Maupassant.

Guy de Maupassant, Henry-René-Albert-Guy de Maupassant hervez e anv ofisiel, ganet d'ar 5 a viz Eost 1850 e kastell Miromesnil, e kumun Tourville-sur-Arques, 8 km eus Dieppe, ha marvet d'ar 6 a viz Gouhere 1893 e Pariz, zo ur skrivagner ha romantour gallek, hogen brudet e zanevelloù, un 300 anezho, dreist e oberennoù all, abalamour d'o nerzh, d'an hollwashaouriezh enne, d'ar stumm-skrivañ anezhe. Mignon e oa da Gustave Flaubert (1821-1880).

E dud

Gustave de Maupassant, e dad
Gustave de Maupassant, e dad
Laure Le Poittevin, e vamm
Laure Le Poittevin, e vamm
2 images

An tiegezh de Maupassant a oa deuet eus Loren da chom da Normandi, e Seine-Inférieure (Seine-Maritime hiziv) e-kreiz an XIXvet kantved. Tad Guy, Gustave de Maupassant (bet ganet Maupassant e 1821 e Bernay (Eure), marvet e 1899), a oa bet aotreet da ouzhpennañ ar rannig de gant lez-varn Rouen e 1846, a oa un den skañv, dispigner ha merc'hetaer.
D'an 9 a viz Du 1846 e timezas da Laure Le Poittevin, ganet e 1821 evel he fried. Honnezh a oa merc'h da baramantourien norman, ha c'hoar da Alfred Le Poittevin, gwellañ mignon Gustave Flaubert. He breur Alfred a zimezas er memes bloaz da Louise de Maupassant, c'hoar da Gustave de Maupassant.
E 1850 e c'hanas Laure he mab kentañ, Guy, hogen n'ouzer ket pelec'h e gwirionez: hervez lenneien zo e vefe bet e Fécamp, e ti mamm Laure, er straed Sous-le-Bois (hiriv « kae Guy de Maupassant ») daoust ma'z eo bet disklêriet ar c'hanedigezh e ti-kêr Tourville-sur-Arques.
Hervez ur vojenn eo Flaubert an hini a oa tad dezhañ, panevet ma oa ar romantour o veajiñ e broioù ar reter en amzer-se.
E 1856 e c'hanas un eil mab, Hervé, a varvas er follentez e 1889. Un ti bras e Fécamp a oa d'an tiegezh Le Poittevin, hag alies ez ay di bugale Laure da welout o mamm-gozh.

E vuhez

Kastell Miromesnil, e Tourville-sur-Arques, ma oa ganet Maupassant.
Kastell Miromesnil, e Tourville-sur-Arques, ma oa ganet Maupassant.
Guy de Maupassant da 7 vloaz
Guy de Maupassant da 7 vloaz
La Vague, gant Gustave Courbet (1869).
La Vague, gant Gustave Courbet (1869).
3 images

Yaouankiz

D'ar 5 a viz Eost 1850 e voe ganet Henry René Albert Guy de Maupassant, e kastell Miromesnil, e Tourville-sur-Arques (hervez akta an ti-kêr), nepell diouzh kêr Dieppe, hogen e Sotteville-lès-Rouen, hervez akta e varv e 1893.
E 1851, d'ar 17 a viz Eost, e voe badezet Guy en iliz Tourville.
E 1854 ez eas an tiegezh da chom da gastell Grainville-Ymauville, e kanton Goderville, e-kichen An Havr-Nevez.
D'an 19 a viz Mae 1856 e voe ganet e vreur Hervé e kastell Grainville-Ymauville; e 1889 e varvo er follentez.
E 1859, aet e stal da stalig, ez eas an tad da labourat da Bariz, er bank Stolz, hag e diegezh d'e heul: e Passy e oant o chom. E miz Here e krogas Guy da vont d'al lise Napoleon (Lycée Henri-IV hiriv); skoliad mat e voe. Ne chomas ket pell amzer e Pariz avat.
E 1860 e tispartias Laure diouzh he fried merc'hetaer, ha foet-boutik, da vont gant he daou vab da chom da Étretat (evel o zad e varvo-hi war o lerc'h), en un ti bras anvet Les Verguies prenet ganti war ali he breur, Alfred Le Poittevin, a-raok hec'h eured. Eno e kreskas ar bugel, etre ar mor hag ar maezioù, hag ez eas da besketa gant tud an arvor, hag e teskas normaneg gante. Skoliet e oa er gêr, gant ur beleg a deue eus Etretat, an abad Aubourg. E-pad pemp bloaz warn-ugent e labouras an tad er bank Evrard.
E 1863 ez eas d'ar skol da Yvetot, hervez c'hoant e vamm, evel lojad en ur c'hloerdi bihan anvet Institution ecclésiastique, « ur gouent trist ma ren ar veleien », emezañ. Mougañ a rae er metoù-se, ha meur a wech e klaskas tec'hel. Krog e voe da werzaouiñ, ha kas a reas e gentañ gwerzennoù d'e vamm.

  • En e Églogue très amoureuse e skrivas bezañ c'hoariet ur plac'hig, Jeannette, 14 vloaz dezhi, hag eñ 13, er bloavezh-se.

En hañv 1866 en Étretat e kemeras perzh e savete ur Saoz a oa o veuziñ, ar barzh Charles Algernon Swinburne. Pedet e voe gantañ da goaniañ da di ur Saoz all; eno e welas un dorn troc'het, danvez ar gontadenn La Main d'écorché, deuet da vout La Main e 1883. Enebet e oa Guy de Maupassant ouzh ar relijion, hag e 1868 e voe taolet e-maez e skol abalamour d'un tamm barzhoneg skrivet gantañ ha dediet d'ur geniterv nevez-euredet, kavet re skoemp gant ar veleien.
Kaset e voe da lise Rouen, ma voe skoliad mat. Skrivañ a reas barzhoniezh, perzh a gemeras e c'hoariva ar skol. Kenskriver dezhañ e oa ar barzh Louis Bouilhet, ur mignon da Gustave Flaubert, a oa o chom e Croisset. Drezañ e reas anaoudegezh gant ar romantour, a welas evel e vestr.

E miz Gouhere 1869 e tapas e vachelouriezh, un nebeud deizioù goude marv Louis Bouilhet. En em gavout a reas gant Gustave Courbet, war an aod, o livañ La Vague.
E miz Here ez eas da studiañ ar gwir e Pariz, ma chomas er memes savadur evel e dad.

Brezel

Bloaz war-lerc'h e krogas brezel 1870; ugent vloaz e oa Maupassant, ha mont a reas d'an arme. Perzh a gemeras e kiladenn an armeoù norman dirak ar Brusianed.
E 1871, kavet unana all da gemer e lec'h, e kuitaas an arme hag e tistroas da Étretat. Adal neuze e vagas kasoni ouzh ar brezel hag ouzh an arme.

Goude ar brezel

1872-1874

E 1872, goude goulenn hag adc'houlenn, e kavas labour dic'hopr e Ministrerezh ar Velestradurezh. Goude ur pennad e voe gopret 125 lur bep miz, ha poan en devoe o vevañ gant ken nebeud.
E-pad eizh vloaz, etre 1872 ha 1880, e veze o roeñvat war ar stêr Seine gant merc'hed yaouank dibreder, bep Sul hag en deizioù dilabour. Mont a rae da Bezons, Argenteuil, Sartrouville, Chatou, Bougival, daremprediñ a rae ostalerioù evel ti Poulin e Bezons, ma en doa ur gambr, ar Maison Fournaise e Chatou, La Grenouillère, ur radell-ti-kibellat dirak Croissy-sur-Seine. Gant e vignoned, "Tomahawk" (Henri Brainne), "Petit Bleu" (Léon Fontaine), "Hadji" (Albert de Joinville) ha "La Tôque" (Robert Pinchon) e savas Maupassant ur vreuriezh paotred hag a gase merc'hed dispont ganto war ar stêr, en ur yolenn nevez kenbrenet anvet Feuille de rose (anilinctus e latin).

1875

E 1875 e voe troet gant ar c'hoariva. Sevel a reas La Trahison de la comtesse de Rhune, drama istorel e gwerzennoù, na vo embannet nemet e 1927 e Le destin tragique de Guy de Maupassant, gant Pierre Borel.
E miz Ebrel e voe c'hoariet, etre mignoned, ar fars pornografek À la feuille de rose, maison Turque.
En hevelep bloavezh e voe embannet e gentañ danevell, La Main d'écorché, sinet « J. Prunier », e L'Almanach lorrain de Pont-à-Mousson.

1876

E miz Here 1876 e chomas en Antibes, plijet bras gant an arvor hag ar Mor Kreizdouar. Embannet e voe e varzhoneg Au bord de l'eau er gelaouenn la République des lettres, renet gant Catulle Mendès.

1877

E miz Genver 1877 e santas Guy de Maupassant kentañ efedoù an naplez. Koll a reas e vlev war e gorf penn-da-benn, poan-benn en deveze, ha fallaat a rae e zaoulagad. Mont a reas d'ur c'hurdi e Loèche, e Valais (Suis).

1878

E miz Kerzu 1878 e roas e zilez da Vinistrerezh ar Verdeadurezh. Gant skoazell Flaubert e kavas ul labour all e Ministrerezh an Deskadurezh. Displijet e voe, ha mall e voe gantañ gwelout an deiz ma c'hallje stlakal an nor war e lerc'h da-vat.

1879

E miz C'hwevrer 1879 e voe c'hoariet e bezh L'histoire du vieux temps. E miz Gwengolo e veajas da Jerzenez ha da Vreizh: gweladenniñ a reas kastell Susinio, Karnag, ar Vro Vigoudenn, Beg ar Raz, e-touez meur a dra. Ur veaj all a raio da Vreizh e 1882.

1880

D'an 11 a viz Genver 1880 e voe pedet da zont dirak barner Étampes abalamour d'ur varzhoneg.
D'ar 16 a viz Ebrel e voe embannet Les Soirées de Médan. Brud a gouezhas kenkent war an danevell Boule de suif ha war an oberour anezhi. Goude berzh an danevell e voe pedet Maupassant, gant Arthur Meyer, perc'henn ar gelaouenn Le Gaulois, da skrivañ danevelloù ha kronikoù. E-pad seizh vloaz eta e kasas e skridoù d'ar gelaouenn, sinet gant e anv. D'ar 25 a viz Ebrel e voe embannet Des Vers.
D'an 8 a viz Mae e varvas Flaubert; glac'haret bras e voe Maupassant. E miz Mezheven e kuitaas ar velestradurezh da-vat.

1881
  • E miz Mae e voe embannet La Maison Tellier, kentañ dastumad Maupassant, gant Havard. Berzh bras a reas al levr.
  • D'ar 6 a viz Gouhere e krogas e veaj da Aljeria, evit ar gazetenn Le Gaulois, hag eno e kavas ur vro emsavet. Pennadoù a savas ma diskulias gwallefedoù an trevadennerezh gall. Distreiñ a raio di e 1888
  • E miz Gwengolo e tistroas, en ur dremen dre Gorsika hag aod Provañs.
  • E miz Here e krogas da genlabourat gant ar gelaouenn Gil Blas, ha d'ober gant an anv-pluenn « Maufrigneuse ». *Labourat a ra war ur romant nevez, Une Vie.
1882
  • Tremen a ra an nevezamer en un ti feurmet gantañ, abaoe bloaz, e Sartouville.
  • E miz Mae e voe embannet Mademoiselle Fifi, eil dastumad Maupassant, gant Kistemaeckers, e Belgia.
  • Mont a ra da dremen ur pennad da Étretat. Eno e ra anaoudegezh gant Hermine Lecomte du Noüy, a genskrivo gantañ.

E miz Gouhere e reas e eil beaj da Vreizh.

1883

E 1883 ez eas e weled da fall.
D'ar 27 a viz C'hwevrer e voe ganet Lucien Litzelmann, bastard kentañ Maupassant, mab da Joséphine Litzelmann, kemenerez e Châtel-Guyon, met ne voe ket anavezet ar bugel gantañ; daou all a voe war-lerc'h: ur verc'h e 1884, ur mab all e 1887.
A-drugarez da wirioù an dastumad La Maison Tellier e c'hallas sevel ti e-tal Étretat, war un tamm douar roet gant e vamm: la Guillette e voe anvet.
D'ar 1añ a viz Du e kemeras ur Belgiad da vevel-ti, François Tassart e anv, a skrivo e eñvorennoù.
En hevelep bloavezh e voe embannet daou zastumad nevez: Contes de la bécasse ha Clair de lune, e drede ha pevare; e romant kentañ, Une vie, a voe embannet ivez.

1884

Ganedigezh e verc'h Lucienne Litzelmann.<br / E 1884 e voe e darempred gant ar gontez Emmanuela Potocka, ur vondianez pinvidik. Eviti e oa bet krouet ar frond Shaw's Caprice gant Guerlain. Anaoudegezh a reas gant Marie Kann, brudet he saloñs, a voe serc'heg dezhañ goude bet hini ar romantour Paul Bourget. E miz Mae ez eas Maupassant gant ur yolenn, o roeñvat, eus Maisons-Laffite da Rouen. Goude-se ez echuas e eil romant, Bel-Ami, en e di e Normandi.

1885

E miz Genver e kuita Pariz da vont da Italia, met chom a ray a-sav e kreisteiz Bro-C'hall ma emañ he mamm o chom.

E miz Meurzh e voe embannet Contes du jour et de la nuit gant Havard. E fin ar miz e tegouezhas war e giz e Pariz.

D'ar 4 a viz Ebrel e krogas e veaj da Italia ha Sikilia, gant e vignoned Amic, Gervex, ha Legrand. Daou zevezh goude deroù ar veaj-se e krogas embannadur e romant Bel-Ami e Gil Blas, ha d'an 11 a viz Mae e voe embannet en ul levr gant Havard. D'ar c'houlz-se edo o tistreiñ dre Messina, Roma ha Genova. E Mezheven e tegouezhas e Pariz; goude da Etretat.

En hañv ez eas d'ur c'hurdi da Châtel-Guyon. E miz Du e prenas al lestr « Bel-Ami I » ha tremen a reas ar goañv e beg Antibes. Embannet an dastumad Monsieur Parent e ti Ollendorff. gwech an amzer e ra distroioù da bariz ma tarempred Marie Kahn, ar gontez Potocka, Hermine, ha Geneviève Strauss. Klask a ra reiñ skoazell d'e vreur, ha ne ra nemet sammañ dle war e chouk, da sevel ur stal liorzherezh en Antibes.

1886
  • E miz Genver 1886 e voe embannet Toine e ti Marpon ha Flammarion. Gwashaat a rae kleñved e zaoulagad. *Lidet eured e vreur Hervé.
  • E miz Mae e teuas La Petite Roque a zindan ar wask e ti Havard.

veajas Guy da Vro-Saoz, pedet ma voe gant an tiegezh Rothschild.

E miz Eost e veajas Guy da Vro-Saoz, pedet ma voe gant an tiegezh Rothschild.
E miz Kerzu e krogas da embann e romant nevez Mont-Oriol e Gil Blas. Tremen a reas ar goañv en Antibes ha Cannes.

1887
  • E miz Genver e voe embannet e romant Mont-Oriol gant Havard.
  • D'ar 14 a viz C'hwevrer, er gazetenn Le Temps, e kensinas ur skrid enep an tour Eiffel, gant c'hwec'h ha pevar-ugent a skrivagnerien hag arzourien all (Charles Gounod, Alexandre Dumas, fils, Charles Garnier, Leconte de Lisle, Sully Prudhomme,...). alies en deveze merenn er preti e-harz an tour, ne oa ket abalamour d'ar boued emezañ, met dre ma oa al lec'h nemetañ ma ne veze ket gwelet ar monumant divalav.
  • E miz Mae e voe embannet an dastumad Le Horla gant Ollendorff.
  • Eus an 8 d'an 9 a viz Gouhere e reas ur veaj gant ur baloñs, anvet le Horla, da vetek hanternoz Belgia, tost d'an harzoù gant an Izelvroioù. Ur pennad a skrivas diwar-benn ar veaj-se hag a voe embannet e Le Figaro ar 16 a viz Gouhere.
  • E miz Here e veajas da Aljeria adarre, hag e miz Kerzu e krogas da embann e romant Pierre et Jean e La Nouvelle Revue.
1888
  • E miz Genver e kasas e vreur da di ar medisin Blanche, a studie ar follentez. Embannet e voe e bevare romant, Pierre et Jean.
  • E miz Gwengolo ez eas d'ur c'hurdi da Aix-les-Bains.
  • E dibenn ar bloavezh e tistroas da Aljeria da dremen ar mizioù du.
1889
  • E 1889 e prenas ul lestr nevez, ar « Bel-Ami II », e Marseille.
  • E miz C'hwevrer 1889 e voe embannet an dastumad La Main gauche, ha Fort comme la mort e miz Mae.
  • D'an 11 a viz Eost e voe kaset Hervé de Maupassant da Bron, e-tal Lyon, da di ar re foll.
  • Beajiñ a reas Guy gant ar « Bel-Ami II » da Italia, daoust dezhañ gouzañv poan spontus en e benn hag en e zaoulagad.
  • Marv e vreur er follentez d'an 13 a viz Du.
1890
  • Tremen a reas ar goañvezh e Cannes.
  • Meurzh: La vie errante, un danevell beajoù, e ti Ollendorff.
  • Ebrel: L'Inutile Beauté, e zastumad danevelloù diwezhañ.
  • Hañvezh: diskuizh e Plombières.
  • Notre coeur, e romant diwezhañ,
  • Musotte, e bezh-c'hoari diwezhañ.
  • Diskar-amzer e Norzhafrika.
  • Dilojañ a reas adarre, en kêr Bariz ha mont da chom e straed ar Boccador.

Dibenn e vuhez

1891

E 1891 e reas kurioù e Divonne-les-Bains ha Champel-les-Bains. Labourat kalz a rae, ha kregiñ da sevel daou romant: L'âme étrangère ha L'Angélus. Biken ne echuas an daou skrid-se.

1892
  • Etre ar 1añ hag an 2 a viz Genver 1892, e Cannes, en ti ("chalet de l'isère") m'edo o chom abaoe ur c'hwec'h sizhun, e klaskas en em lazhañ dre deir gwech, o troc'hañ e c'houzoug.
  • D'ar 7 e voe kraouiet en ur glinikenn, hini an doktor Blanche, e Passy. Biken ne zeuas e-maez anezhi en e vev. E-touez ar vedesined e oa an doktor Franklin-Groult, eil pried nizez Flaubert.
1893
  • D'ar 6 a viz Gouhere e varvas Guy de Maupassant, hag eñ 43 bloaz.
  • D'an 8 e voe an obidoù e Pariz, e Saint-Pierre de Chaillot. Beziet e voe, hep arched, e bered Montparnasse. Ar romantour Henry Céard a reas prezegenn an obidoù eno.

Goude e varv

  • E 1899 e teuas er-maez an dastumad dalif Le Père Milon e ti Paul Ollendorff.
  • E 1900 e varvas e dad e miz Genver en Antibes, hag e teuas er-maez an dastumad dalif Le Colporteur, e ti Ollendorff.
  • E 1903 e varvas e vamm e Nisa.
  • Etre 1907 ha 1910 e teuas er-maez 29 levrenn an Oeuvres complètes de Guy de Maupassant, renet gant Pol Neveux, e ti an embanner Conard.
  • E 1912 e teuas er-maez an dastumad dalif Misti.
  • E 2008 e voe embannet an dastumad Coquineries gant Lucien Souny, ennañ danevelloù diembann o tont eus ur skol-veur stadunanat, eus dastumad Claude Seignolle ha hini un den all dizanv.

Anvioù-pluenn

Maupassant en deus bet meur a anv-pluenn.

  • Joseph Prunier, evit « La Main d’écorché », e gentañ kontadenn en 1875.
  • Guy de Valmont, evit « Gustave Flaubert », embannet e 1876. Implijet gantañ betek 1878.
  • Maufrigneuse, etre 1881 ha 1885.

Mignoned

A gleiz da zehoù : an itron Straus, an itron Lippmann ganet Colette Dumas ha Guy de Maupassant, o vageal war al lenn Leman, e 1889 (skeudenn gant ar c'hont Primoli).
A gleiz da zehoù : an itron Straus, an itron Lippmann ganet Colette Dumas ha Guy de Maupassant, o vageal war al lenn Leman, e 1889 (skeudenn gant ar c'hont Primoli).

Dre e gasoni ouzh ar gevredigezh e oa troet gant an natur, mor ha menez, hag an dud izel, met dreist-holl gant al labour, sioul ha didrouz, er gêr. Koulskoude e veajas ivez en Aljeria, en Italia, en Bro-Saoz, en Breizh, en Sikilia, en Aovergn, ha dastum a reas eno danvez danevelloù nevez. War ar mor kreizdouar e veaje gant e lestr « Bel-Ami », anvet diwar e roman embannet e 1885. Mignon e oa da Alexandre Dumas fils, d'an istorour Hippolyte Taine, a deue da chom en hañv war lez lenn Annecy, ha mont a reas Guy de Maupassant, war e hent da Aix-les-Bains, d'e welout meur a wech.

Mignon bras e voe ur pennad da Emile Zola ha Tourgeniev, gant ar vreudeur Goncourt avat ne badas ket nemeur: re lemm e oa e lagad ha re eeun e natur evit gouzañv gwalldeodoù ha klufanerezh an daou vreur… Dizemglev a savas etrezo abalamour d'an dastum arc'hant da sevel ur monumant da Flaubert.

E-touez he mignonezed e oa Colette Dumas Lippmann, Geneviève Straus.

Mennozhioù

Levezonet e oa e vennozhioù gant dengasoni ar prederour alaman hollwashaour Arthur Schopenhauer. Enebet e oa ouzh ar briedelezh: gantañ e vije bet distaget ar frazenn "ar briedelezh n'eo ken nemet keneskemm imorioù fall war an deiz ha c'hwezh fall diouzh an noz". Daremprediñ a rae ar fouzhlec'hioù, evel kalz eus e vignoned. Ne felle ket dezhañ kemer perzh e bodad arzel ebet.

Al loened a blije dezhañ, ar c'hizhier dreist-holl. Sot e oa gant sportoù zo: roeñvat war ar stêr, chaseal, tennañ gant ar bistolenn, neuial. Lavarout a reas e nac'he kement medalenn a oa (brokus e veze ar republik nevez gant ar c'hoarielloù, ha tapet e voe un niz d'ar prezidant Jules Grévy o werzhañ anezho), nemet hini ar saveteiñ (ha ne voe ket kinniget dezhañ): meur a zen o veuziñ en doa saveteet.

Oberennoù

Une Vie, 1883
Une Vie, 1883
Bel-Ami, 1885
Bel-Ami, 1885
Jean Béraud, Les Grands Boulevards : Le théâtre des Variétés (bloavezhioù 1880-90)
Jean Béraud, Les Grands Boulevards : Le théâtre des Variétés (bloavezhioù 1880-90)
3 images

Romantoù

C'hwec'h romant en deus savet:

  • Une vie (1883)
  • Bel-Ami (1885)
  • Pierre et Jean (1887)
  • Mont-Oriol (1887)
  • Fort comme la mort (1889)
  • Notre cœur (1890)

Danevelloù

Kontañ a reer ur mil danevell bennak diwar e zorn, darn savet evit kelaouennoù sizhuniek, hag adembannet e dastumadoù:

E 2008 eo bet embannet an dastumad Coquineries gant Lucien Souny, ennañ danevelloù diembann o tont eus ur skol-veur stadunanat, eus dastumad Claude Seignolle ha hini un den all dizanv.

A-wechoù e vez klenket e gontadennoù hervez an danvez meret enne:

  • ar gisti ha fouzhlec'hioù, evel e Boule de Suif,
  • kouerien Normandi
  • ar briedelezh hag an avoultriezh
  • ar vastardiezh
  • brezel 1870
  • Aljeria

C'hoariva

  • Histoire du vieux temps (1879)
  • Une répétition (1880)
  • Musotte (1891)
  • La Paix du ménage (1893)
  • À la feuille de rose, maison turque, komedienn bornografek en 1875 hag embannet e Pariz en 1945

Barzhoniezh

  • Des vers (1880)
  • Des vers et autres poèmes, Publication Univ Rouen Havre, 2001
    • Google Books
    • [1]

Danevelloù-beaj

  • Au soleil (1884)
  • Sur l’eau (1888)
  • La Vie errante (1890)

E yezhoù all

  • En italianeg: Guy De Maupassant, Tutte le novelle, traduzione di Mario Picchi, coll. I Meridiani di Mondadori, Milano 1999, p. 1415.

E brezhoneg

Lennegezh

Oberennoù lennegel awenet gant Maupassant:

  • Alexis Vassilkov ou la vie tumultueuse du fils de Maupassant, gant Bernard Prou, Brouette Editions, 2014. Romant.

Levrlennadur

  • Paul Bourget, « Guy de Maupassant », La Revue hebdomadaire, 15 juillet 1893, p. 454-464;
  • Henry James, « Sur Maupassant», l'art de la fiction, 1888;
  • François Tassart, « Souvenirs sur Guy de Maupassant: par François son valet de chambre (1883-1893)», Villeurbanne, éd. du Mot passant,‎ 1900 (réimpr. 1911, 2007, 2010) (ISBN 978-2912506573 et 978-1149538364, lenn en linenn).

Liammoù diavaez

(fr)

  • Pennad en Encyclopédie Larousse
  • Marie-Claire Blancquart: Maupassant, un homme énigmatique
  • Noëlle Benhamou: Maupassantiana
  • Oberennoù Maupassant, en Athena
  • Levrioù enlinenn: [2]

Notennoù


Guy de Maupassant
Lec'hioù Étretat • Yvetot • Rouen • Pariz • Maison Fournaise • La Grenouillère • Auberge du Cygne • Plombières-les-Bains • Gérardmer
Mignoned Louis Bouilhet • Paul Bourget • Alexandre Dumas (mab) • Gustave Flaubert • Henri Gervex • Edmond de Goncourt • Jules de Goncourt • Louis Legrand • Alfred Le Poittevin • Hippolyte Taine • Ivan Tourgeniev • Émile Zola
Romantoù Une vie • Bel-Ami • Pierre et Jean • Mont-Oriol • Fort comme la mort • Notre cœur
Dastumadoù pennadoù Au soleil • Sur l'eau • La vie errante
Pennadoù ha n'int ket bet adkemeret en dastumadoù: La patrie de Colomba • Le monastère de Corbara • Les bandits corses • Aux eaux • En Bretagne • Au Creusot • Venise • Ischia • La Sicile • Pêcheuses et guerrières
Danevelloù Guy de Maupassant À vendre • L'Abandonné • Boule de suif • Châli • Garçon, un bock !... • Le Horla • Le Lit 29 • Mademoiselle Fifi • La Maison Tellier • Le Mal d'André • La Mère aux monstres • La Mère Sauvage • Mon oncle Jules • Le Pain maudit • La Parure • La Rempailleuse • Rosalie Prudent • Un fils •
Dastumadoù danevelloù La Maison Tellier (1881) • Mademoiselle Fifi (1882) • Contes de la bécasse (1883) • Clair de lune (1883) • Miss Harriet (1884) • Les Sœurs Rondoli (1884) • Yvette (1884) • Contes du jour et de la nuit (1885) • Monsieur Parent (1885) • Toine (1886) • La Petite Roque (1886) • Le Horla (1887) • Le Rosier de madame Husson (1888) • La Main gauche (1889) • L'Inutile Beauté (1890) • Le Père Milon (1900) • Le Colporteur (1900) • Misti (1912) •
Danevelloù bet lakaet e brezhoneg: Mon oncle Jules • La Folle • Rosalie Prudent • Au bois • Les Sabots • L'Aveu • Clochette • La Mère aux monstres •
C'hoariva Histoire du vieux temps • Une répétition • Musotte • La paix du ménage • À la feuille de rose, maison turque •

Read next

In 104 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article