Darvoudoù
- 1790: votet ez eus ul lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien gant ar Vodadenn bonreizhañ broadel.
- 1906: dizuet eo Alfred Dreyfus gant Lez-terriñ Roazhon.
- 1917: e-kichen Ieper e implij an arme alaman, evit ar wech kentañ, ar gaz anvet diwezhatoc'h iperit.
- 1920: goude 6 bloavezh labour e tigorer kanol Panamá.
- 1937: diskouezet eo bet an daolenn Guernica, gant al livour Pablo Picasso, en un diskouezadeg e Pariz.
- 1975: dont a ra São Tomé ha Príncipe da vezañ dizalc'h diouzh Portugal.
- 1979: dont a ra Kiribati da vezñ dizalc'h diouzh Breizh-Veur.
Sportoù
- 1939: 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Roazhon ha Brest; trec'h eo ar Breizhad Pêr Gloareg.
- 1954: 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Sant-Brieg; trec'h eo Ferdi Kübler (Suis).
- 1982:
- 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre An Oriant ha Pluveleg (a-benn d'an eur dre skipailh); trec'h eo Ti-Raleigh (Izelvroioù).
- 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Pluveleg ha Naoned; trec'h eo Stefan Mutter (Suis).
- 1986: 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall e Naoned (a-benn d'an eur); trec'h eo Breizhad Bernard Hinault.
Ganedigezhioù

- -100: Julius Caesar, jeneral, politikour hag impalaer roman.
- 1573: Pietro Carrera, c'hoarier echedoù italian.
- 1817: Henry David Thoreau, skrivagner stadunanat.
- 1832: Henry Seebohm, beajer, evnoniour amatour ha greantour (metalouriezh) saoz.
- 1876: Max Jacob, livour ha barzh gall.
- 1904: Pablo Neruda, barzh ha skrivagner spagnolek eus Chile, Priz Nobel al Lennegezh.
- 1918: Roger Couderc, kazetennour-sport gallek, ur mailh war ar rugbi.
- 1937: Lionel Jospin, politikour gall.
- 1991: James Rodríguez, melldroader etrebroadel kolombian.
- 1997: Malala Yousafzai, plac'h yaouank eus Pakistan, tapet ganti Priz Nobel ar Peoc'h.
Marvioù

- 1712: Richard Cromwell, politikour saoz.
- 1785: Louis-René de Caradeuc de La Chalotais, den a lezenn ha difenner gwirioù Breizh.
- 1935: Alfred Dreyfus, ofisour gall.
- 1941: Charles Jaffé, mestrc'hoarier echedoù rusian.
- 1944: Louis Henri Nicot, delwennour ha kizellour gall.
- 1949: Dúbhglás de hÍde, kentañ prezidant Republik Iwerzhon.
- 1990: João Saldanha, melldroader, kazetenner ha gourdoner brazilian.
- 2016: Agustín Fernández Paz, skrivagner galizek evit ar re yaouank.
Lidoù
- Sant an deiz: Sant Kare
- Devezh ar vro e Kiribati
- Devezh ar vro e São Tomé ha Príncipe