Darvoudoù
- 657: Emgann Siffin.
- 811: Emgann Pliska, lazhet eo an impalaer Bizantion Nicephorus Iañ, e hêr Stauracius a zo gloazet.
- 1139: Alfonso a bign war dron Portugal hag a embann ez eo distag diouzh León.
- 1488: deroù emgann Sant-Albin-an-Hiliber etre arme Breizh hag arme Bro-C'hall.
- 1847: dieubidigezh Liberia.
- 1887: Zamenhof a embann al levr kentañ diwar-benn an esperanteg e rusianeg.
- 1891: Tahiti zo staget ouzh Bro-C'hall.
- 1914: gounezet eo Tro Bro-C'hall gant ar reder belgiat Philippe Thys
- 1945: kondaonet eo d'ar marv André Geffroy ha Léon Jasson, izili eus ar Bezen Perrot.
- 1953: gounezet eo Tro Bro-C'hall gant ar reder breizhat Louison Bobet.
- 1965: dizalc'hidigezh an inizi Maldivez.
- 1973: krouidigezh ar gompagnunezh kirri-nij Brit Air
Sportoù
- 1905: 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Ar Roc'hell (Charente-Maritime) ha Roazhon; trec'h eo Louis Trousselier.
- 1906: loc'hañ a ra 12vet hag 2l diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Brest war-du Caen (Calvados).
- 1911: loc'hañ a ra 13vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Brest war-du Cherbourg (Manche).
- 2003: 19vet hag 2l diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Pornizh ha Naoned (a-benn d'an eur); trec'h eo David Millar (Skos).
Ganedigezhioù

2 images
- 1802: Auguste Boissonneau, amailher-gwerer, evnoniour ha naturour gall.
- 1856: George Bernard Shaw, skrivagner iwerzhonat.
- 1862: Miguel Lillo, kelenner ha naturour arc'hantinat.
- 1867: Mathurin Alfred-Brard, senedour er Mor-Bihan, en Oriant.
- 1875: Carl Gustav Jung, psikologour suis.
- 1875: Antonio Machado, barzh spagnol.
- 1885: André Maurois, skrivagner gall.
- 1894: Aldous Huxley, skrivagner saoz.
- 1910: Yann Fouere, dizalc'hour breizhat.
- 1925: Robert Hirsch, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) gall.
- 1928: Francesco Cossiga, politikour italian, prezidant Republik Italia.
- 1928: Stanley Kubrick, filmaozer stadunanat.
- 1939: John Howard, politikour aostralian.
- 1943: Mick Jagger, kaner-sonaozer saoz, unan eus krouerien orin ar strollad The Rolling Stones.
- 1949: Roger Meddows-Taylor, taboulinour saoz, ezel eus ar strollad Queen.
- 1959: Kevin Spacey, aktour, filmaozer ha produour stadunanat.
- 1964: Sandra Bullock, aktourez stadunanat.
Marvioù

- 1471: Paol II, 211vet Pab.
- 1533: Atahualpa, impalaer inka, lazhet gant Francisco Pizarro.
- 1915: James Murray, geriadurour skosat.
- 1924: William Robert Ogilvie-Grant, evnoniour skosat.
- 1952: Eva Perón, politikourez arc'hantinat.
- 1959: Manuel Altolaguirre, skrivagner spagnol.
- 1999: Job Morvan, reder war varc'h-houarn a-vicher breizhat.
- 2020: Olivia de Havilland, aktorez stadunanat.
- 2021: Alfred Chupin, politiker, maer Brest.
- 2023: Sinéad O'Connor, kanerez iwerzhonat.
Lidoù
- Deiz an emsavadeg e Kuba.
- Deiz an dizalc'hidigezh e Liberia.
- Deiz an dizalc'hidigezh e Maldivez.
- Pirc'hirinded e Santez-Anna-Wened: bep 26 a viz Gouere e teu etre 20 000 ha 30 000 pirc'hirin da kemer perzh e pardon bras Santez Anna.