factograf
BR

Vallenato

Vallenato
Festival Vallenato 2007.
Festival Vallenato 2007.

Ar vallenato, pe musica vallenata, zo un doare-seniñ eus Colombia, ha da gentañ-penn eus arvor ar Mor Karib, e proviñs kozh Padilla (hiriv rannet etre meur a zepartamant). Levezonet eo gant enbroidi europat, evel an Alamaned a zegasas an akordeoñs da Riohacha, e La Guajira, e dibenn an XIXvet kantved.

Douaroniezh

Kavell ar sonerezh a vije e proviñs kozh Padilla (hiriv kreisteiz La Guajira, hanternoz Cesar ha reter Magdalena) hag un doare damzisheñvel eus Bolívar, Sucre ha Córdoba. Hiziv avat eo un doare-seniñ broadel er vro, ha klevet e vez kenkoulz all bremañ e Venezuela, Panamá, Ecuador ha Mec'hiko. Tri benveg aroueziek zo: an akordeoñs diatonek, ar guacharaca, hag an taboulin bihan anvet caja, e lêr gavr. An tonioù zo renket e meur a rumm: paseo, merengue, puya, son ha tambora.

Orin

Dont a ra an anv eus El Valle (an draonienn), dre ma teufe ar vallenato eus kêr Valledupar (diwar Valle de Upar).

Liesdoare

Meur a zoare vallenato zo, ken e vez lavaret an anv-se un tamm eus n'eus forzh petra gant ma vo akordeoñs e-barzh. Koulskoude, hervez ar c'hiz kozh, n'eus nemet pevar doare: ar paseo, merengue, puya ha son. Levezonet eo an tonioù-se gant luskoù karib hag afrikan koshoc'h egeto, gwrizioù spagnol zo ivez. Eus ar meskaj ez eus deuet ur sonerezh a zo broadel, hervez kalz a dud er vro, kenkoulz evel cumbia.


Kanerien

Sed un nebeud kanerien ha sonerien vallenato:

Liammoù diavaez

Pennadoù kar

Read next

In 29 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article