Kolombia (spagnoleg: Colombia), ent-ofisiel Republik Kolombia (República de Colombia), zo ur vro e gwalarn Suamerika. Bogotá eo ar gêr-benn anezhi.
Ur vro ec'hon eo, ar 26vet hini er bed, ha poblet gant 53,4 milion a dud eo, an 25vet hini er bed.
Lies eo orinoù hec'h annezidi: amerindian, europat, afrikan. Brudet eo ar vro evit gounit kafe, bleunioù, emrodez, glaou ha tireoul. Kenderc'her kokain pennañ ar bed eo chomet e-pad pell, a-raok bezañ bet digresket ar produerezh abaoe un nebeud bloavezhioù.
E 1819 e oa bet disklêriet Kolombia dizalc'h diouzh Spagn. Kolombia vraz a vez graet anezhi, rak enni edo Kolombia a-vremañ, Panamá, Venezuela hag Ecuador.
Ur Republik prezidantel eo bremañ. Goude bloavezhioù a feulster eo stabilaet an traoù adalek 2010 war tachenn ar politikerezh.
Tud
- Fernando Botero, kizeller
- Gabriel García Márquez, skrivagner, Priz Nobel al Lennegezh
- Juan Pablo Montoya, bleiner kirri
- Shakira, kanerez
Arc'hantina • Bolivia • Brazil • Chile • Kolombia • Ecuador • Guyana • Panamá • Paraguay • Perou • Surinam • Trinidad ha Tobago • Uruguay • Venezuela
Tiriadoù dalc'het: Georgia ar Su hag Inizi Sandwich ar Su • Gwiana c'hall • Inizi Maloù
