factograf
BR
Sign in

Thetis

Thetis

Key facts

natur an elfenntudenn vitologel eus Gres
priedPeleüs
deskrivet gantРеальный словарь классических древностей по Любкеру
Peleüs o skrapañ Thetis, tu a-raok ur pelike atikat dremmoù ruz warnañ, hervez doare Livour Leningrad, war-dro 460 kent JK, mirdi al Louvre.
Peleüs o skrapañ Thetis, tu a-raok ur pelike atikat dremmoù ruz warnañ, hervez doare Livour Leningrad, war-dro 460 kent JK, mirdi al Louvre.
Thetis gant nimfezed.
Thetis gant nimfezed.
2 images
Arabat eo droukveskañ na gant Tethys a oa gwreg Okeanos ha mamm an Okeanidezed, na gant Themis.

Thetis (Θέτις / Thetis e henc'hresianeg) a zo un Nereidenn merc'h da Nereüs ha Doris.

Mojenn

Teti richiama Achille dal Centauro ChironePompeo Batoni, 1770Sankt Peterbourg, Mirdi ar Peniti
Teti richiama Achille dal Centauro ChironePompeo Batoni, 1770Sankt Peterbourg, Mirdi ar Peniti

Desavet e voe gant Hera. Gant Zeus hag en desped dezhi e voe dimezet da Beleüs, roue Fthia, e Thessalia.
En Ilias Homeros e tiskleir Thetis kement-mañ (XVIII, 432–435):

« Ma-unan a-douez doueezed ar mor on bet roet gant [Zeus] da blegañ
D'un den marvel, da Beleüs an Eakid, ha lakaet daoust din
e-barzh Gwele un den marvel a vez o ruzañ en e balez
E gozhni c'hwerv. »

– Homeros, IliasXVIII

Hervez ur vojenn arall e oa Zeus ha Poseidon o virviñ gant ar c'hoant anezhi, met pa ziouganas Themis edo o vont da c'henel ur mab hag a vije kreñvoc'h eget e dad e voe mall war an doueed he dimeziñ d'un den ag an douar.

C'hiron, en doa desavet Peleüs, a zisplegas penaos lakaat Thetis da vont a-du ganto. Rak evel Proteüs e c'helle honnezh kemmañ he neuz pa gare evit tec'hel rak unan bennak pe en em dennañ pa veze dañjer. Peleüs eta he dalc'has start pa oa o kemm he neuz, ken e oa aet skuizh Thetis ken e prometas dimeziñ gantañ. Da zeiz an eured e oa unan a oa droug enni war menez Olympos: Eris, doueez an dizemglev, ne oa ket bet pedet. Ha hi neuze da vont ha da deurel war un daol un aval a oa evit « an hini gaerañ », ken e voe ret aozañ ur varn war Menez Ida, Barnadenn Paris.

Skoazellerez

Skoazell a roas da veur a zoue:

  • Dionysos da gentañ, a gavas repu en he ser pa oa bugel, pa oa Lykourgos war e lerc'h;
  • Hefaistos, pa voe taolet diwar lein an Olympos;
  • Zeus, pa oa bet lakaet chadennoù dezhañ gant Athena, Hera ha Poseidon a felle dezho e vac'hañ: goulenn a reas skoazell digant Briareos, unan eus an Hekatonc'hired, evit e ziac'hubiñ.

He bugale

Seizh mab he devoa ganet, hag o-seizh e voent laket ganti en tan evit o dizober eus o natur marvel. C'hwec'h a chomas e-barzh, met Ac'hilleüs, ar seizhvet, a voe saveteet gant e dad.

Goude-se e reas war-dro he mab, e klaskas diwall anezhañ rak pep droug, pa soubas anezhañ er stêr Styks, ha pa glaskas mirout outañ a vont da vrezeliñ da d-Troia, penegwir e ouie ervat e oa o vont da vervel eno.

Petra bennak ma tisplegas dezhañ petra a oa da zibab (bevañ kozh ha divrud, pe mervel yaouank ha brudet) ne voe ket selaouet.

Derc'hel a reas da skoazellañ he mab e bro Ilion: goulenn a ra digant Zeus reiñ an trec'h da dud Troia pa oa en em dennet Ac'hilleüs dindan e deltenn.

Goulenn a reas digant Hefaistos goveliañ armoù nevez, pa oa bet kemeretar re gozh gant Hektor diwar gorf Patrokles. Klask a reas e zizaliañ da vont d'en em gannañ gant Hektor, diouganiñ dezhañ edo o vont da vervel, met aner e voe he c'homzoù hag he strivoù.

Read next

In 53 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article