factograf
BR
Sign in

Fthia

Fthia

Fthia he farkeier strujus ha magerez harozed (henc'hresianeg: Φθίη Phthíê; dhimotiki: Φθία Fthía) pe Fthiotida (henc'hresianeg: Φθιώτις Phthiôtis; dhimotiki: Φθιώτιδα Fthiótidha) zo ur vro gozh en Henc'hres, e gevred Thessalia, e penn ar Pleg-mor maliak. Kêr Fthia e oa ar gêr-benn, hervez Homeros, met n'eus bet kavet roud ebet anezhi.

Eno edo pobl ar Vyrmidoned o chom. Rouantelezh an harozed Peleüs, e vab Ac'hilleüs hag e vab-bihan Neoptolemos, e oa. Bro an Termopiloù eo Fthia.

Diwar ar ger Fthiótidha eo anvet an distrig Fthiotida, a zo bihanoc'h eget Fthia an Henamzer.

Read next

In 21 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article