factograf
BR

Terry Gilliam

Terry Gilliam

Key facts

deiziad ganedigezh22 Du 1940
micherfilmaozer, senarioour(ez), fentigellour
lec'h ganedigezhMinneapolis
Prizioù resevetofiser an Arzoù hag al Lizhiri

Terence Vance Gilliam, lesanvet Terry Gilliam, zo ur filmaozour hag aktour saoz, ganet d'an 22 a viz Du 1940 e Minneapolis. Unan eus izili ar strollad saoz Monty Python eo bet. Sevenet en deus 12 film, en o zouez Time Bandits, Brazil, The Adventures of Baron Munchausen, 12 Monkeys, ha The Imaginarium of Doctor Parnassus. Goude ma ne oa ket ganet e Breizh-Veur, e teuas da vezañ ur c'heodedour breizhveurat e 1968. E 2006 e tilezas ar geodedouriezh stadunanat.

Bed Terry Gilliam

Gwazhwelour ha kriz e vez bed filmoù Terry Gilliam alies, diskouez a reont perzhioù divalavañ hor c'hevredigezh en un doare flemmus. Un doare dreistgwirvoudel a vez gant e filmoù ivez, abalamour d'ur stil dibar. Pledet e vez enno gant ar gevredigezh bevezañ, an deknologiezh. En holl filmoù e kaver un dave d'an tec'h war-zu ur bed gwelloc'h, unan huñvreet, pe e vefe gant an ijin (The Adventures of Baron Munchausen, The Brothers Grimm), dre an deknologiezh (Twelve Monkeys, The Zero Theorem) pe an drammoù (Fear and Loathing in Las Vegas, Tideland).

E filmoù

  • Monty Python and the Holy Grail (1975, kensevenet gant Terry Jones)
  • Jabberwocky (1977)
  • Time Bandits (1981)
  • Brazil (1985)
  • The Adventures of Baron Munchausen (1988)
  • The Fisher King (1991)
  • 12 Monkeys (1995)
  • Fear and Loathing in Las Vegas (1998)
  • The Brothers Grimm (2005)
  • Tideland (2005)
  • The Imaginarium of Doctor Parnassus (2009)
  • The Zero Theorem (2013)

Read next

In 70 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article