George Richard Chamberlain, ganet d'an 31 a viz Meurzh 1934 hag aet da Anaon d'an 29 a viz Meurzh 2025, a oa un aktour ha kaner stadunanat. Brudet e oa bet evel idol ar re yaouank p'en doa c'hoariet er stirad skinwel Dr. Kildare (1961–1966). Gwelet e voe e kalz stiradoù skinwel berr, evel Shōgun (1980) pe The Thorn Birds (1983). Chamberlain a oa bet aktour c'hoariva ivez.
C'hoariet en doa Aramis en drilogiezh filmoù The Three Musketeers (1973), The Four Musketeers (1974), ha The Return of the Musketeers (1989); an dudenn Allan Quatermain er filmoù King Solomon's Mines (1985) ha Lost City of Gold (1986); hag an hini kentañ e oa bet o c'hoari an dudenn Jason Bourne e 1988 er film skinwel The Bourne Identity.
