
Ur metro (diwar ar galleg métropolitain) a zo un araez treuzdougen kêr. Lusket e vez gan tredan, ha staliet e vez dindan douar peurliesañ. Evit mont e-barzh ar metro e rank ar veajourien paeañ o ziked.
Istor

Ar metro kentañ a voe hini Londrez, anvet e oa Metropolitan Railway (hiziv an deiz ez eo anvet London Underground), krouet e 1863. Pa voe krouet e veze lusket gant marc'hoù-du. Hervez Christian Wolmar e voe Charles Pearson lusker ar metro e Londrez en un destenn savet gantañ e 1845, ha mur a raktres heñvel a skoazellas er bloavezhioù da-heul.
Diviz lakaat sevel ar metro e Londrez a voe kemeret gant izili ar c'huzul-kêr, rak fellout a rae dezho lakaat un termen d'ar c'hudennoù tremeniri a save ingal, dre ma oa 2,5 million a dud war un dachenn 90 km² gorread dezhi ha dre ma oa kalz a straedoù bihan troidellek ivez e Londrez. An troc'had kentañ a oa 6,5 km hirder dezhañ, eus Farringdon Street da Baddington. Hent-riboul ar metro-se a voe ur c'hlaz goloet. Daoust ma save kudennoù a-fet aveliñ abalamour d'an aezhenn e reas berzh ar metro, ha buan e voe divizet ouzhpennañ linennoù all.
E 1890 e voe digoret al linenn metro gentañ a ya en-dro gant tredan, ha neuze e voe diskoulmet kudenn an aezhenn. Staliet e voe an tredan en holl linennoù metro Londrez etre 1890 ha 1900. War an douar bras ez eo en Istanbul ma voe krouet ar metro kentañ, e 1871. Da-heul e voe krouet hini Budapest (1896) ha hini Vienna (1898). Linenn gentañ metro Pariz (lusket dre dredan kerkent ha krouet) a voe digoret e 1900, da-geñver an Diskouezadeg Hollvedel. E 1913 e voe digoret metro Buenos Aires. Ar metro kentañ en hanterzouar su e voe.
E penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 e voe ijinet metroioù emlusk ha bihan. N'eus blenier ebet enno. Evel da skouer ar VAL e Lille e 1983, Tolosa (1993) ha hini Roazhon e 2002.
Niver a veajoù er metro dre vloavezh (2006)
- metro Tokyo: 2,9 miliard
- metro Moskva: 2,6 miliard
- metro New York: 1,5 miliard
- metro Seoul: 1,5 miliard
- metro Mec'hiko: 1,4 miliard
- metro Pariz: 1,4 miliard
- metro Londrez: 971 milion
- metro Ōsaka: 880 milion
- metro Hong Kong: 867 milion
- metro Sankt-Peterbourg: 810 milion.
- metro Madrid: 686 milion
Ar metroioù koshañ
- Londrez: 1863
- New York: 1868
- Chicago: 1892
- Budapest: 1896
- Boston: 1897
- Vienna: 1898
- Pariz: 1900
- Berlin: 1902
- Philadelphia: 1907
- Hamburg: 1912
- Buenos Aires: 1913
- Madrid: 1919
- Barcelona: 1924
Notennoù ha daveennoù
Liammoù diavaez
- Urbanrail, ul lec'hienn ma kaver tirouroù war ar metroioù
- Metroioù ar bed
| Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh. |
