factograf
BR

Maia

Maia
Evit implijoù all, gwelet Maia (disheñvelout).

Maia (henc'hresianeg: Μαῖα / Maĩa) a oa merc'h da Atlas ha Pleione, hag unan eus ar Pleiadezed. Mamm Hermes eo ivez.

Gant Hermes e vo fiziet enni Arkas, mab da Zeus ha d'an nimfenn Kallisto, dezhi d'he sevel e kuzh ouzh e wreg Hera.

Miz Mae

Mesket e vije bet hec'h anv ha hini un doueez all gant ar Romaned, ha gant ar soñj d'hec'h enoriñ eo bet anvet miz Mae.

Read next

In 48 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article