factograf
BR

Kallisto

Kallisto
Diana ha Kallisto, gant Tizian (1559). Livet eo ar mare ma wel Diana eo dougerez Kallisto (National Galleries of Scotland).
Diana ha Kallisto, gant Tizian (1559). Livet eo ar mare ma wel Diana eo dougerez Kallisto (National Galleries of Scotland).

Kallisto (Καλλιστώ e henc'hresianeg, diwar καλλίστη "(an hini) vravañ") a oa pe ur verc'h da Lykaon, pe un nimfenn, kompagnunez da Artemis, ha dre se gwerc'hez dre ret.

Mojenn

Yaou ha Kallisto, gant Jacopo Amigoni (1675-1752), engravadur war-dro 1740-1750). Gwisket eo dremm Diana gant Yaou.
Yaou ha Kallisto, gant Jacopo Amigoni (1675-1752), engravadur war-dro 1740-1750). Gwisket eo dremm Diana gant Yaou.

Orgediñ outi a reas Zeus un deiz m'he gwelas oc'h ober un diskuizh en ur c'hoad. Diwerc'hezet e voe Kallisto gant Zeus dre widre, gwisket gantañ tres Apollon, pe, hervez mojennoù all, dremm Artemis hec'h-unan (gevelled e oa Apollon hag Artemis).

Ur pennad goude, echu un hemolc'hadeg ha poent dezho diskuizhañ, setu Artemis hag he gwerc'hezed o vont da gouronkañ. Termal a reas Kallisto da ziwiskañ gant aon da ziskouez e oa dougerez. Ret e oa dezhi avat, ha kompren a reas an doueez e oa bet trubardet.

Droug a voe en doueez (dre warizi marteze), p'he devoa gwelet e oa brazez he c'hompagnunez. Ma voe troet Kallisto gant Artemis en un arzhez.

Lod a lavar eo gant Hera, ken gwarizius all, lod a lavar eo gant Zeus, evit he gwareziñ, e voe graet ar c'hemm-se.

Ur mab he doe Kallisto diwar-lerc'h an nozvezh-se, Arkas e anv, ha dont a reas da vezañ roue Arkadia. Un deiz ma'z edo-eñ o chaseal e c'hoantaas lazhañ un arzhez hag a oa e vamm. Mirout outañ a reas Zeus, pe Artemis gouez da lod. Kaset e voent o-daou, mamm ha mab, d'an oabl, e-lec'h ma splannont o-daou, ar vamm evel Ursa Major (pe ar C'hastell-karr kamm), he mab evel Ursa Minor (ar C'harr-kamm bihan).

Hervez mojennoù all e vije bet lazhet an arzhez gant ur saezh tennet gant Artemis.

Karantez

Mojenn Kallisto eo an hini nemeti ma weler ur pennad hoalerezh etre div vaouez e mojennoù Hellaz.

Read next

In 48 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article