factograf
BR

Logaritm

Logaritm

E matematik, ur fonksion logaritm a zo ur fonksion {\displaystyle f} termenet war {\displaystyle \mathbb {R} _{+}^{*}} gant talvoudoù e-barzh {\displaystyle \mathbb {R} }, kendalc'hus, nann digemm, hag o treuzfurmiñ ul liesad en ur sammad, da lâret eo o wiriañ:

{\displaystyle \forall a,b\in \mathbb {R} _{+}^{*},\ f(a\cdot b)=f(a)+f(b)}

Ar perzh-se a rediñ e vefe null pep fonksion logarirm en 1. Lâret e vez ez eo al logaritm ur morfegezh eus {\displaystyle (\mathbb {R} _{+}^{*},\cdot)} da {\displaystyle (\mathbb {R},+)}.

Ur fonksion logaritm a zo ur vijektadenn eus {\displaystyle \mathbb {R} _{+}^{*}} war {\displaystyle \mathbb {R} } ha diagenter 1 dre ar fonksion-se a zo anvet diaz al logaritm.

Ez resiprokel, ma z'eo {\displaystyle b} un niver real pozitivel-strizh ha disheñvel eus 1, ez eus neuze ur fonksion logaritm nemetken gant an talvoud 1 e {\displaystyle b}. Anvet e vez ar fonksion-mañ al logaritm a ziaz b, skrivet {\displaystyle \log _{b}(x)} Ar fonksionoù logaritm a zo evel-se resiprokennoù ar fonksionoù eksponantel.

Ar fonksionoù logaritm anavezetañ eo al logaritm naturel pe neperian a ziaz {\displaystyle e}, al logaritm degel (a ziaz 10, implijet-tre e fizik/kimiezh) hag al logaritm binarel (a ziaz 2, implijet e stlenneg, dreist-holl e teorienn ar gomplekeselezh). Al logaritmoù a zo bet ivez hollekaet evit an niveroù kompleksel (logaritm kompleksel) dre astenn analizerezh hag enbarzhet e teorienn ar strolladoù (logaritm diskret) dre analogiezh gant analizerezh.

Istor

E fin an XVIvet kantved, diorroadur an astronomiezh, ar bageal hag ar jedadennoù bankel a lak ar vatematikourien da glask doareoù evit simplaat ar jedadennoù ha dreist-holl an heulliennoù aritmetikel ha geometrek. Ar vatematikourien Paul Wittich (1546-1586) ha Christophe Clavius, el levr De Astrolabio a sav ur kenskriverezh etre sammadenn ha produ daou niveroù bihanoc'h eget 1 oc'h implij an liammadennoù trigonometrek: {\displaystyle x\times y=\sin(a)\times \cos(b)={\frac {\sin(a-b)+\sin(a+b)}{2}}.}

Simon Stévin, merour hollek an arme hollandad, a sav taolennoù jedadenn intersest aozañ. Al labour-mañ a zo heulier gant Jost Bürgo a embann e 1620 el levr Aritmetische und geometrische Progress-tabulen, un daolenn kenskrivañ etre {\displaystyle n} ha {\displaystyle 1,0001^{n}}. Sammad ar golonenn gentañ a glot neuze gant liesad an eil golonenn.

E 1614, John Napier (pe Neper) a embann e seul Mirifici Logarithmorum Canonis Descriptio. Ne soñj ket emañ o krouiñ fonksionoù nevez, met taolennoù kenskrivañ nemetken (logos (aze) = daremenpred, arithmeticos = niver) etre div serienn talvoudoù gant ar perc'hentiezh a-heul: ul liesad en ur golonenn a golt gant ur sammad en un hini all. An taolennoù kenskrivañ-se a zo bet krouet evit simplaat ar jedadoù trigonometriezh a zeu a-well e jedadoù astronomiezh hag implijet un nebeud bloavezhioù goude gant Kepler. An notadur Log evel beradur logaritm a zeu a-well e 1616 gant un troadur saoz eus oberenn Neper. E 1619 ez eo embannet un oberenn ues Neper goude e varv: Mirifici Logarithmorum Canonis Constructio, lec'h ma zispleg penaos sevel un daolenn logaritm (gwellet Taolenn logaritm).

Kendalc'het e vo e labour gant ar matematikour saoz Henry Briggs a embann e 1624 e daolennoù loagritm dekvedennel (Arithmética logarithmica) ha diskriv a ra implij an taolennoù vit jediñ ar sinus, adkavout ankloù tangiantennoù... Al logaritm dekvedennel a zo a-wechoù anvet logaritm Briggs en e enor. Ar memes bloaz, Johann Kepler a embann Chilias logarithmorum savet oc'h implijout un hentenn geometrek. Taolenn Briggs a ginnig al logaritm gant 14 sifr eus niveroù etre 1 ha 20 000 hag etre 90 000 ha 100 000. E labour a zo klokaet gant Ezechiel de Decker hag Adriaan Vlacqa embann e 1627 un daolenn logaritm klokaet.

E 1647, pa labour Grégoire de Saint-Vincent war karrezadur an hiperbolenn, lakaat a ra anat ur fonksion nevez hag a zo primitivenn ar fonksion {\displaystyle x\mapsto 1/x} o vezañ nul e 1 met Huygens eo, a zizolo e 1661 ez eo ar fonksion-se ur fonksion logaritm ispisial: al logaritm natural.

Meizad ar fonksion, an darempred etre ar fonksion eksponantel hag ar fonksion logaritm a vo dizoloet diwezatoc'h goude labour Leibniz war meizad ar fonksion (1667).

Logaritm dekvedennel

Pennad pennañ: Logaritm dekvedennel

Al logaritm ar simplañ da implij er jedadennoù niverennel eo. Notennet eo log pe {\displaystyle \log _{10}}. Kavet e vez anezhañ e krouadurioù ar skeulioù logaritm, an daveeroù hanter-logaritmek pe daveeroù log-log, er reolenn jediñ, e jedadenn ar pH, e unanenn an desibel.

Resisaat a ra da peseurt galloud ez eo ret kreskaat 10 evit kavout an niver orin. Da skouer:

ma x=10, log(10) = 1 peogwir 101 = 10
ma x=100, log(100) = 2 peogwir 102 = 100
ma x=1000, log(1000) = 3 peogwir 103 = 1000
ma x=0,01, log(0,01) = -2 peogwir 10-2 = 0,01

Talvoud logaritm nivernennoù all eget galloudoù eus 10 a c'hooulenn un talvoud nesaet. Ar jedad eus {\displaystyle \log(2)} da skouer a c'hell bezañ graet gant an dorn, o verzout ez eo {\displaystyle 2^{10}\approx 1000}, neuze {\displaystyle 10\log(2)\approx 3} neuze {\displaystyle \log(2)\approx 0,3}.

Logaritm neperian

Pennad pennañ: logaritm neperian

Al logaritm neperian pe logaritm natural, a zo al logaritm gant an derevadur ar simplañ. Ar fed m'eo primitivenn {\displaystyle x\mapsto 1/x} en deus roet dezhañ e dalvoudegezh. Notennet eo « Log » pe « ln ». Hogen, pa 'z eo bet ret klask diaz al logaritm-se, ar vatematikourien n'int ket kouezhet war un talvoud gwall simpl: diaz al logaritm neperian a zo un niver, na dekvedennel, na rasional, na algebrek: an niver trehontek e {\displaystyle \approx 2,718\ 281\ 828\ 459\ 045\ 235\ 360\cdots } eo.

Perzhioù ar fonksionoù logaritm

Perzhioù algebrek ha savadur

Pennad pennañ: Identelezhioù logaritmek

Evit pep niver real {\displaystyle a} pozitivel strizh ha disheñvel eus 1, al logaritm a ziaz {\displaystyle a}: {\displaystyle \log _{a}} a zo ar fonksion kedalc'hus termenet war {\displaystyle \mathbb {R} _{+}^{*}} o wiriañ:

Evit pep niver {\displaystyle x} hag {\displaystyle y} pozitivel strizh,
{\displaystyle \log _{a}(xy)=\log _{a}(x)+\log _{a}(y)\,}

ha

{\displaystyle \log _{a}(a)=1\,}

Gant an dermenadenn-se ez eus tu kavout buhan an termenadennoù a-heul:

{\displaystyle \log _{a}(1)=0\,}
{\displaystyle \log _{a}(x/y)=\log _{a}(x)-\log _{a}(y)\,}
{\displaystyle \log _{a}(x^{n})=n\log _{a}(x)\,}
{\displaystyle \log _{a}(a^{n})=n\,} evit pep niver anterin natural {\displaystyle n}, hag evit pep niver anterin relativel {\displaystyle n}
{\displaystyle \log _{a}(a^{r})=r\,} evit pep niver rasional {\displaystyle r}.

Evel pep niver real pozitivel strizh {\displaystyle x} a c'hell bezañ kemmeret evel bevenn termoù ar furm {\displaystyle a^{r_{n}}}, lec'h ma 'z eo {\displaystyle (r_{n})} un heulienn o konvergiñ war-zu un niver real {\displaystyle \ell }, determinet e vez {\displaystyle \log _{a}(x)} evel bevenn {\displaystyle r_{n}}.

Pegementiñ

Daou fonksionoù logaritm a zo disheñvel hervez un digemm lieskemmentadek: evit pep niver real pozitivel strizh ha disheñvel eus 1, {\displaystyle a} ha {\displaystyle b}, bez ez eus un niver real {\displaystyle k} gant

{\displaystyle \log _{b}=k\,\log _{a}}

An niver real {\displaystyle k} o talvezout {\displaystyle {\frac {1}{\log _{a}(b)}}}

{\displaystyle \log _{b}} a zo ar fonksion kendalc'hus a dreuzfurm ar produ e sammad hag a zo kevatal da 1 e {\displaystyle b}, met, evit pep niver real {\displaystyle k} nann nul, ar fonksion {\displaystyle k\log _{a}} a zo ivez ur fonksion kendalc'hus, nann digemm a dreuzfurm ur produ e sammad hag ar fonksion-se a zo kevaal da 1 e b ma ha nemet ma

{\displaystyle k={\frac {1}{\log _{a}(b)}}}.

An holl fonksionoù logaritm a c'hell neuze bezañ eztaolet gant sikour unan nemetken, unan a vez ouiet an derevenn dija: ar fonksion logaritm neperian. Evit pep niver real {\displaystyle a} pozitivel strizh ha disheñvel eus 1, hag evit pep niver real {\displaystyle x} pozitivel strizh, kavet e vez:

{\displaystyle \log _{a}(x)={\frac {\ln(x)}{\ln(a)}}}

Derevenn

Ar fonksion {\displaystyle \log _{a}} a zo derevapl war {\displaystyle \mathbb {R} _{+}^{*}} gant an derevadur:

{\displaystyle \log _{a}'(x)={\frac {1}{x\ln(a)}}}

Monotonel ha kreskus-strizh eo neuze pa vez {\displaystyle a} brasoc'h eget 1, digreskus en degouezh kontrol.

Ur vijektadenn eo gant ur resiprokenn hag a zo ar fonksion {\displaystyle x\mapsto a^{x}}.

Kuriusted matematikel

Gant un error bihanoc'h eget 0,6 % ez eo:

{\displaystyle \log _{2}(x)\approx \log _{10}(x)+\ln(x)\,}.

Read next

In 118 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article