Charente-Maritime
Bro
Aunis,
Poatev,
Saintonge
Melestradurezh
Riez
Frañs
Rannvro
Akitania-Nevez
Pennlec'h
(prefeti)
ar Roc'hell
Isprefetioù
Jonzac
Rochefort
Saintes
Saint-Jean-d'Angély
Prezidant ar c'huzul-departamant
Dominique Bussereau (UMP)
Prefed
Nicolas Basselier
Kod EBSSA
17
Kod ISO 3166-2
FR-17
Kod Eurostat NUTS-3
FR532
Poblañsouriezh
Poblañs
668 160 ann. (2022)
Stankter
97 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù
45° 45′ Norzh
0° 45′ Kornôg / 45.75, -0.75
Gorread
6 864 km²
Adrannoù
Arondisamantoù
5
Pastelloù-bro
5
Kantonioù
27
Etrekumuniezhioù
12
Kumunioù
463
kemmañ
Ar Charente-Maritime, pe Charentez-an-Arvor, zo un departamant krouet e 1790, e kornôg Bro-C'hall, war lez ar Meurvor Atlantel. Evel an departamant Charente eo savet e anv diwar hini ar stêr Charente, hervez giz an darn vrasañ eus an departamantoù gall. Ar Roc'hell (La Rochelle e galleg) eo ar pennlec'h anezhañ.
An niverenn 17 zo bet lakaet dezhañ e roll ofisiel an departamantoù. Pa oa bet krouet ar rannvroioù gall e oa er er rannvro Poitou-Charentes; abaoe 2016 emañ en Akitania-Nevez.
Arondisamantoù Charente-Maritime
Istor

Saintes a voe lakaet da bennlec'h pa voe krouet an departamant diwar proviñs kozh Aunis, ar Saintonge hag un tamm eus ar Poatev hag un nebeud parrezioù eus an Angoumois.
E 1810 e voe lakaet ar Roc'hell da bennlec'h gant un dekred ag an Impalaer gall Napoleon Iañ.
Charente-Inférieure a oa e anv-orin, cheñchet e oa gant al lezenn d'ar 4 a viz Gwengolo 1941. Adalek an 1añ a viz Genver 2016 emañ e-barzh ar rannvro nevez Akitania-Nevez, a-raok e oa e-barzh rannvro Poitou-Charentes.
Douaroniezh
Un talbenn mor en deus ar Charente-Maritime gant ar Meurvor Atlantel hag ar Gironda.
Peder enez en deus:
- Enez Ré,
- Enez Aix,
- Enez Madame, an hini vihanañ,
- Enez Oléron, an hini vrasañ gant ur gorread a 174 m².
Ret eo menegiñ ivez Enez Nôle, un enezig.
Armerzh
Ar greanterezh n'eo ket diorroet, al labourerezh-douar, ar c'hreginerezh hag an touristerezh ne lavaran ket.
