factograf
BR

Gwregelouriezh

Gwregelouriezh
Logo al Luskad Gwregelour
Logo al Luskad Gwregelour
Merc'hed eus FEMEN
Merc'hed eus FEMEN
Devezh etrebroadel gwirioù ar maouezed en Nicaragua (8 a viz Meurzh 1988)
Devezh etrebroadel gwirioù ar maouezed en Nicaragua (8 a viz Meurzh 1988)
Lid Devezh etrebroadel gwirioù ar maouezed er Bangladesh, diwar intrudu ur sindikad labourerezed (8 a viz Meurzh 2005
Lid Devezh etrebroadel gwirioù ar maouezed er Bangladesh, diwar intrudu ur sindikad labourerezed (8 a viz Meurzh 2005
4 images

Ar venelouriezh pe ar wregelouriezh zo un hollad mennozhioù politikel ha sokial savet da zifenn ha da wellaat gwirioù ar merc'hed pe ar maouezed diouzh gwaskerezh ar wazed er gevredigezh. Awenet he deus aozadurioù, dezhe da bal kas da get an dizingalderioù sokial, politikel, armerzhel, sevenadurel pe an dizingalderioù war dachenn ar gwir a sko ar merc'hed.

Meizad ar venelouriezh ne gemeras e ster a vremañ nemet e fin an XIXvet kantved, hogen mennozh dieubidigezh ar maouezed a gemer e wrizioù e Kantved ar Sklêrijenn. Pal pennañ ar c'hentañ luskad benelour a oa adreizhañ an ensavadurioù, evit ma teufe gwazed ha maouezed da vezañ par e-keñver al lezenn ha da gaout ar memes gwirioù: gwir da gaout deskadurezh, da labourat, da verañ o madoù ha gwir da vouezhiañ a oa goulennoù pennañ ar maouezed en amzer-se.

Diwanet zo dielfennadurioù sokiologiezh ha prederouriezh liesseurt diwar luskad ar wregelouriezh. An eil luskad gwregelour, kroget e diwezh ar bloavezhioù 1960 pa voe savet Luskad dieubidigezh ar maouezed (MLF / Mouvement de libération des femmes), hag ar Women's Lib, en deus savet meizadoù da rentañ kont eus perzh dibar an darempred mestroni a ren war ar maouezed. D'ar c'houlz-se eo e voe adtemernet meizad ar batriarkelezh, e voe savet hini ar seksouriezh hag e voe lakaet ar pouez war an dachenn brevez evel lec'h pennañ ma rene mestroni ar wazed: an « hiniennel zo politikel ». Ar goulennoù diwar-benn mestroni o c'horf gant ar maouezed (diforc'h bugale, an hilastaliñ) a oa lakaet er renk kentañ met gwregelourezed an eil luskad-se a c'halv da gentañ penn da sevel darempredoù sokial nevez etre ar reizhoù. "Trede luskad gwregelour" a reer anv eus un hollad goulennoù embannet er bloavezhioù 1990 gant emsaverezed gwregelour deuet eus strolladoù minorel, da-heul ar Black Feminism.

E Breizh

Tud

Luganoù

  • Un Den diwar zaou zo ur vaouez
  • Mab an Den n'emañ ket e-unan, Merc'h an Den zo ivez
  • Ar soudard dianav zo anavezetoc'h evit e wreg

Read next

In 169 languages

brAfrikaansAlemannischaragonésالعربيةالدارجةمصرىঅসমীয়াasturianuazərbaycancaتۆرکجهбашҡортсаBoarischžemaitėškaBikol Centralбеларуская (тарашкевіца)беларускаяBetawiбългарскиभोजपुरीပအိုဝ်ႏဘာႏသာႏবাংলাbosanskiBatak MandailingбуряадcatalàнохчийнCebuanoکوردیqırımtatarcačeštinaCymraegdanskDeutschZazakiΕλληνικάEnglishEsperantoespañoleestieuskaraestremeñuفارسیFulfuldesuomivõroNa Vosa VakavitifrançaisfurlanFryskGaeilgekriyòl gwiyannenGàidhliggalegoگیلکیAvañe'ẽHausaעבריתहिन्दीFiji HindihrvatskiKreyòl ayisyenmagyarհայերենԱրեւմտահայերէնinterlinguaJaku IbanBahasa IndonesiaInterlingueIlokanoIdoíslenskamedžuslovjanskyitaliano日本語PatoisქართულიQaraqalpaqshaKabɩyɛқазақша한국어kurdîкыргызчаLatinaLëtzebuergeschLingua Franca NovaLimburgslombardລາວlietuviųlatviešuMadhurâमैथिलीMinangkabauмакедонскиമലയാളംмонголमराठीBahasa MelayuMirandésမြန်မာဘာသာэрзяньمازِرونیNedersaksiesPlattdüütschनेपालीनेपाल भाषाNederlandsnorsk nynorsknorskNovialoccitanଓଡ଼ିଆиронਪੰਜਾਬੀPapiamentupolskiPiemontèisپنجابیپښتوportuguêsromânăрусскийрусиньскыйсаха тылаᱥᱟᱱᱛᱟᱲᱤsardusicilianuScotsسنڌيdavvisámegiellasrpskohrvatski / српскохрватскиසිංහලSimple EnglishslovenčinaسرائیکیslovenščinaSoomaaligashqipсрпски / srpskiSundasvenskaKiswahiliślůnskiதமிழ்తెలుగుтоҷикӣไทยTagalogtoki ponaTürkçeтатарча / tatarçaئۇيغۇرچە / Uyghurcheукраїнськаاردوoʻzbekcha / ўзбекчаvepsän kel’Tiếng ViệtwalonWinaray吴语მარგალურიייִדישYorùbá文言閩南語 / Bân-lâm-gí粵語中文isiZulu

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article