factograf
BR

skrivagner italian (1313-1375)

Giovanni Boccaccio

Giovanni Boccaccio

Key facts

deiziad ganedigezh1313
deiziad ar marv21 Kerzu 1375
micherbarzh, diplomat
lec'h ganedigezhFirenze
lec'h ar marvCertaldo
oberenn heverkIl Decameron

Giovanni Boccaccio, pe Boccacio hepmui, a oa ur skrivagner italian, ganet en 1313 e Certaldo pe e Firenze ha marvet d'an 21 a viz Kerzu 1375 e Certaldo. Gant e oberenn veur, danevelloù an Decameron skrivet e toskaneg, ha troet e kalz yezhoù, e savas an italianeg lennegel.

Buhez

Andrea del Castagno, Giovanni Boccaccio, Ciclo degli uomini e donne illustri, Firenze, Galleria degli Uffizi, 1448-1451
Andrea del Castagno, Giovanni Boccaccio, Ciclo degli uomini e donne illustri, Firenze, Galleria degli Uffizi, 1448-1451
Boccaccio
Boccaccio
Delwenn Boccacio en Uffizi, Firenze
Delwenn Boccacio en Uffizi, Firenze
Certaldo Alto
Certaldo Alto
4 images

Mab bastard e oa d'ur marc'hadour hag a soñje e lakaat d'ober kenwerzh eveltañ, ha d'ur C'hallez.

E Napoli

E 1327 ec'h eas gant e dad da Napoli, hag eno e voe lakaet da zeskiñ micher ar c'henwerzh e skourr Napoli ar gompagnunezh Compagnia dei Bardi.

A-benn pevar bloaz, e 1331, o welout ne zeske netra pe dost, e voe lakaet, da 18 vloaz, da studiañ gwir an Iliz katolik roman, en esper d'e welout o vont d'ober ur vicher bennak.

Degemeret e vezent e lez ar roue Roberto Iañ Napoli. Orgediñ a eure ouzh un itron a zo bet anvet Fiammetta gantañ. Troet e oa gant al lennegezh, ha skrivañ a rae koulz e latin evel e yezh ar bobl, hini Toskana. Sevel a reas oberennoù evel an Teseida, ar Filocolo, ar Filostrato ha Caccia di Diana. Daremprediñ a rae levraoueg ar roue, hag ober a reas anaoudegezh gant Paolo da Perugia († [[[1348]]), a gelennas henc'hresianeg dezhañ.

E Firenze

E dibenn ar bloaz 1340 e tistroas da Firenze, hag eno e tegouezhas gant Petrarca.

En yaouank e stagas da skrivañ barzhoniezh. Sot e oa gant Dante hag abalamour da se e kave dezhañ n'hallje ket bezañ ar barzh gwellañ, met sur e oa da vezañ an eil. Pa anavezas labour Petrarca avat e kollas pep goanag hag e skoas en tan an darn vrasañ eus e varzhonegoù.

E 1362 e troas ouzh ar relijion, hag e fellas dezhañ skeiñ en tan e holl zornskridoù. Dizaliet e voe gant Petrarca. Er memes bloaz e voe degemeret gant ar banker ha politiker Niccolò Acciaiuoli (1310-1365) en e gastell.

Tremen a reas ur pennad amzer e Napoli, ma savas an Decameron, ha goude mont da chom da Firenze.

Diwezh

En em dennañ a reas da Certaldo, ma vevas en dienez. E 1373-1374 e voe pedet gant kêr Firenze da ober ul lennadenn eus Divina Commedia Dante dirak ar bobl en iliz San Stefano di Badia, hag en ober a reas betek e dremenvan.

Oberennoù

E latin

  • Genealogia deorum gentilium ("genealogiezh an doueoù pagan"): un antologiezh mojennoù diwar-benn doueoù Henc'hres, skrivet etre 1363 ha 1366.
  • De casibus virorum illustrium ("diwar-benn tud illur")
  • De claris mulieribus, diwar-benn buhez ar maouezed brudet. Savet eo war batrom De viris illustribus Petrarca, ha graet etre 1361 ha 1362. Dediet eo da Andrea Acciaiuoli, kontez Altavilla. Awenet ez eus bet meur a skrivagner gant an oberenn, evel Geoffrey Chaucer, oberour Canterbury Tales. Eus al latin e voe troet en italianeg gant ar Signeur Luc-Antonio Ridolfi, hag eus an italianeg d'ar galleg gant Guillaume Rouville, mouller e Lyon, en embannas e 1551 dindan an anv Des Dames de Renom.

En italianeg

  • Il Decameron, romant e komz-plaen skrivet etre 1349 et 1353. Un dastumad 100 danevell eo e gwirionez, kontet tro-ha-tro e-pad dek devezh, alese anv al levr, gant seizh maouez ha tri gwaz yaouank a zo o tec'hel rak ar vosenn a zo oc'h ober he reuz e kêr Firenze e 1348. Kalz skrivagnerien a voe awenet gant an oberenn-se, La Fontaine ha Geoffrey Chaucer en o zouez.
  • Il Filocolo, skrivet e Napoli war-dro 1336, diwar-benn daou amourouz, Florio ha Biancofiore.
  • Filostrato, barzhoneg savet e Napoli.
  • Caccia di Diana, barzhoneg diwar-benn doueoù Henroma, savet war-dro 1338.
  • L'Ameto o commedia delle ninfe fiorentine, romant alegorek e komz-plaen hag e gwerzennoù mesk-ha-mesk; kentañ oberenn savet e firenze, war-dro 1341.

Boccaccio e brezhoneg

  • Ar Marvailher italiat – Pemp eus Kontadennou Boccaccio tennet eus "An Dekamerone". Lakaet e brezhoneg gant Alan Brenn (Roparz Hemon), Embannaduriou Gwalarn, 1931.

Priz

Ur priz lennegel gallek, anvet Prix Boccace, a vez deroet d'un dastumad danevelloù gant ar gevredigezh lennegel Tu connais la nouvelle ?.

Levrlennadur

  • Boccace: Fiammetta, Arléa, 2003 (ISBN 9782869596368).
  • Vittore Branca: Le Décaméron de Boccace, Diane de Selliers, 1999.
  • Philippe Daros, Jean Bessière: La nouvelle, Boccace, Marguerite de Navarre, Cervantès, Honoré Champion, 1996.
  • M. Marietti, A. Perifano, B. Laroche: L'Après Boccace, la nouvelle italienne aux XVe et XVIe siècles, Presses de la Sorbonne Nouvelle, 1995.
  • Jeanne Baroin, Josiane Haffen: Boccace, "Des clères et des nobles dames", Presses universitaires de Franche-Comté, 1995.

Liammoù diavaez

  • (la) (fr) Penelope e-barzh Les Dames de renom
  • (la) (fr) Helena e-barzh Les Dames de renom

Read next

In 111 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article