
Edig
Edig
Ar maerdi.
Anv gallek (ofisiel)
Hœdic
Bro istorel
Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant
Mor-Bihan
Arondisamant
an Oriant
Kanton
Kiberen
Kod kumun
56085
Kod post
56170
Maer
Amzer gefridi
Jean-Luc Chiffoleau
2014-2026
Etrekumuniezh
an Alre Kiberen Douar Atlantel
Bro velestradurel
Bro an Alre
Lec'hienn Web
https://www.hoedic.net/
Poblañsouriezh
Poblañs
104 ann. (2023)
Stankter
50 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 20′ 25″ Norzh
2° 52′ 40″ Kornôg / 47.3402777778, -2.87777777778
Uhelderioù
kreiz-kêr: 14 m
bihanañ 0 m — brasañ 22 m
Gorread
2,08 km²
kemmañ
Edig, pe Enez Edig, a zo un enezenn vihan er meurvor Atlantel, er-maez da aod Breizh, e-kichen enez Houad, a zo brasoc'h eviti. Ur gumun eus kanton Kiberen eo ivez, e departamant ar Mor-Bihan hag e Bro-Gwened.
Douaroniezh

Kumunioù amezek
| Houad | Mor Bras | |||
| N | Meurvor Atlantel | |||
| K Edig R | ||||
| S | ||||
| Lokmaria-ar-Gerveur | Meurvor Atlantel |
Istor
XIXvet kantved
- Krouet e voe ar gumun d'ar 16 a viz Kerzu 1891 diwar ul lodenn eus kumun Porzh-Lae.
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 11 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 2,87 % eus he foblañs e 1911.
Eil brezel-bed
- Ne oa milour alaman erbet en enezenn a-hed ar brezel.
- D'ar 27 a viz Here 1944 e teuas prefed ar Mor-Bihan betek an enezenn. Ar morlu gall a stalias un dregont bennak a vilourion en enezenn d'ar 14 a viz Kerzu.
- Taget e voe an enezenn gant soudarded alaman deuet eus ar Gerveur evit preizhañ boued en noz etre an 2 hag an 3 a viz Mae 1945.
Penaos mont di
- Evit mont di e c'haller kemer ur vag-treizh e Kiberen.
Monumantoù ha traoù heverk


- Iliz katolik Intron-Varia.
- Monumant ar re varv dirak an iliz katolik. Dioueliet e voe d'an 22 a viz Gwengolo 1922 luc'hskeudennoù.
Poblañs
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Tud
- Jean Marion, beleg katolik, person Edig, skrivagner.
Notennoù ha daveoù
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |
