factograf
BR

skrivagner gallek

Charles Aznavour

Charles Aznavour

Key facts

deiziad ganedigezh22 Mae 1924
deiziad ar marv1 Here 2018
michersenarioour(ez), aktour(ez) sinema, saver komzoù
lec'h ar marvMouriès
priedMicheline Rugel
tachennsonerezh poblek
Charles Aznavour
Charles Aznavour e 2017

Ganet 22 a viz Mae 1924 e Pariz
Marvet 1añ a viz Here 2018 e Mouriès (Bouches-du-Rhône)
Micher(ioù) oberour-kompozer-kaner
Benveg(où) mouezh
Bloavezhioù oberiant 1946-2018
Lec'hienn ofisiel http://www.charlesaznavour.fr/
kemmañ 

Charles Aznavour (armenieg: Շառլ Ազնաւուր), ganet Shahnourh Varinag Aznavourian (armenieg: Շահնուր Վաղինակ Ազնաւուրեան) d'an 22 a viz Mae 1924 e Pariz hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Here 2018 e Mouriès (Bouches-du-Rhône), zo un aozer-sonaozer-kaner, aktour ha skrivagner gall-hag-armenian.

Kroget e oa da ganañ e 1946, en holl en deus bet enrollet 1 200 kanaouenn e meur a yezh: e galleg, saozneg, italianeg, spagnoleg, alamaneg, armenieg (Yes kou rimet'n tchim kidi), napolitaneg (Napule amica mia), rusianeg ha kabileg. Skrivet pe genskrivet en devoa e-tro 1 000 kanaouenn, evitañ pe evit arzourien all.

Unan eus ar C'halloued brudetañ eo dre ar bed. Graet eus outañ « Doue ar pop gall » gant ar buruteller sonerezh Stephen Holden, Charles Aznavour a oa bet sakret « kaner "variété" pouezusañ an xxvet kantved » gant CNN hag an Time dirak Bob Dylan, Frank Sinatra ha memes Elvis Presley.

Hep sevel a-enep e sevenadur gall, bez' e voe kannad Armenia e meur a aozadur etrebroadel diplomatel adalek 1995. Roet e oa bet dezhañ ar vroadelezh armenian e 2008. Kannadour Armenia e oa e Suis, ma oa o chom abaoe ar bloavezhioù 1970. E 1995 e oa kannadour ha dilennad Armenia evit an UNESCO.

Read next

In 81 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article