factograf
BR

Frank Sinatra

Frank Sinatra

Key facts

deiziad ganedigezh12 Kerzu 1915
deiziad ar marv14 Mae 1998
micheraktour skinwel, aktour(ez) sinema, aktour
lec'h ar marvLos Angeles
strollad politikelStrollad Demokratel
Prizioù resevetEmmy Awards
Frank Sinatra e 1957, Pal Joey
Frank Sinatra e 1957, Pal Joey
Frank Sinatra o c'hoarzhin e 1960
Frank Sinatra o c'hoarzhin e 1960
2 images

Francis Albert Sinatra, ganet d'an 12 a viz Kerzu 1915 ha marvet d'ar 14 a viz Mae 1998, a oa ur c'haner, aktour ha produour stadunanat. Bez' e voe unan eus ar sonerien brudetañ ha gant ar muiañ a levezon en XXvet kantved. Bez eo unan eus brasañ gwerzherien sonerezh a-viskoazh, gwerzhet en deus ouzhpenn 150 milion a bladennoù dre ar bed-holl. Ganet e voe e Hoboken, New Jersey, en ur familh enbroidi italian. Kroget en doa gant ar sonerezh da vare ar swing, gant ar sonerien Harry James ha Tommy Dorsey. Sinatra a voe brudet pa grogas da ganañ e-unan-penn ha goude bezañ bet sinet ur gevrat gant Columbia Records e 1943 e oa deuet da vezañ haroz al luskad "bobby soxers".

E gentañ pladenn enrollet en ur studio a oa bet The Voice of Frank Sinatra, e 1946. Sioulaet e oa brud Sinatra e penn kentañ ar bloavezhioù 1950, aet e oa neuze da Las Vegas. Eno e voe brudet hag un dro o vezañ ezel d'ar Rat Pack. E 1953 e embann ar bladenn From Here to Eternity, enoret eo gant un Academy Award hag ur Golden Globe evit roll aktour a-eil. Sinatra en doa bet embannet pladennoù lies bet burutellet mat-tre, evel In the Wee Small Hours (1955), Songs for Swingin' Lovers! (1956), Come Fly with Me (1958), Only the Lonely (1958) pe Nice 'n' Easy (1960). Sinatra a guitaas Capitol e 1960 evit produiñ e sonerezh drezhañ e-unan. Anv ar studio a oa Reprise Records, dre ar studio e embannas pladennoù lies hag a voe degemeret mat-tre. E 1965, e enrolle ar bladenn killsell September of My Years, enoret e oa bet gant un Emmy Award hag un-dro. Tremen a ra en un abadenn skinwel evit lidañ e 50 vloaz Frank Sinatra: A Man and His Music, embann a ra ar c'hanaouennoù brudet "Strangers in the Night" ha "My Way". Goude-se e voe embannet ar bladenn Sinatra at the Sands, enollet er Sands Hotel and Casino e Las Vegas, gant harp e gamarad Count Basie e 1966. Ar bloavezh war-lerc'h e enrolle unan eus e albomoù brudetañ hiziv-an-deiz c'hoazh Francis Albert Sinatra & Antonio gant ar soner Carlos Jobim.

Liammoù gant ar Mafia

Dre ma oa orinoù italian gantañ e voe harpet gant ar mafia italo-amerikan e-pad e vuhez soner. Ar Federal Bureau of Investigation (FBI) en deus dalc'het 2403 pajenn dielloù war liammoù anat etre Sinatra hag ar Mafia, e harp d'an New Deal politics hag e gamaladiezh gant John F. Kennedy.

Read next

In 113 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article