factograf
BR
Sign in

kumun e departamant Penn-ar-Bed, e Frañs

Berrien

Berrien

Key facts

poblañs943
gorread56,42km²
natur an elfennkumun eus Frañs
broFrañs
uhelder92m
e tiriadKanton an Uhelgoad

Berrien

Berrien An ti-kêr
An ti-kêr Ardamezioù Anv gallek (ofisiel) Berrien Bro istorel Kernev Melestradurezh Departamant Penn-ar-Bed Arondisamant Kastellin Kanton an Uhelgoad (betek 2015)
Karaez (abaoe 2015) Kod kumun 29007 Kod post 29690 Maer
Amzer gefridi Paul Quéméner
2014-2020 Etrekumuniezh Menez Are Kumuniezh Bro velestradurel Kornôg Kreiz-Breizh Lec'hienn Web https://www.berrien.fr/ Poblañsouriezh Poblañs 943 ann. (2023) Stankter 17 ann./km² Douaroniezh Daveennoù
lec'hiañ
48° 24′ 18″ Norzh
3° 45′ 02″ Kornôg
/ 48.405, -3.750556
Uhelderioù bihanañ 92 m — brasañ 355 m Gorread 56,42 km² kemmañ 

Berrien zo ur gumun e Breizh e kanton Karaez e Bro-Gerne.

Anv

  • Dauzat & Rostaing: Beryan, sant breton eus Bro Gembre.
  • Francis Gourvil: Berrium, diellevr Landevenneg, XIvet kantved. Moarvat un anv den gwregel anvet dre stumm Buryan e Kernev-Veur, e iliz dindan anv st Beriana Virgin, ha skrivet Eglos-berrian e krennamzer
  • Bernard Tanguy: Plebs Berriun, XIvet kantved; Berian, 1262; Beryan, 1296; Beryenn, 1306-1308; Berrien, war dro 1330.

Gerdarzh

Tu zo da welout e Berrien un anv den, kavet e St. Buryan, e Kernev-Veur, skrivet S. Berione e 1086, S. Beriane, XIIIvet kantved, martezeadenn diazezet war ar stumm skrivet Berriun, XIvet kantved. Sonj e reer eus santez Berriona, eus Iwerzhon.

  • Erwan Vallerie (1995): Berrium, XIvet; Berian, 1351; Beryenn, 1306; Beryan, 1368; Berien, 1516; Berien, 1536
  • Embannadurioù Flohic: "Santez Berrione e vefe gwrizienn anv ar barrez"....
  • Hervé Abalain: Berrium, XIvet kantved, Beryenn, 1306;... cf. St Buryan e Kernev-Veur, eus Beriana, santez eus Iwerzhon.
  • Daniel Delattre: Plebs Berrium, XIvet, Beryan e 1468.

Ardamezioù

En argant e deir eilenn en gul, e grenngonk en aour karget gant ul leon e sabel.

Istor

Berrien zo parrez-vamm da Voneur, An Uhelgoad ha Lokmaria-Berrien.

Ouzhpenn da se e oa enni ivez parrez Ar Fouilhez betek an XIIvet kantved.

Ar barrez divent-se a oa bet distaget diouzh ar barrez gentañ, Plouenez ("parrez ar Menez"); he anv zo chomet e hini ur gêriadenn e Brenniliz.

XXvet kantved

  • Mervel a reas 119 gwaz abalamour d'ar brezel, da lâret eo 4,93% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911.

Eil brezel-bed

  • Mervel a reas 32 waz ag ar gumun abalamour d'ar brezel.

Brezelioù didrevadennañ

  • Mervel a reas pemp milour eus ar gumun.
  • Mervel a reas daou vilour eus ar gumun.

Monumantoù ha traoù heverk

8 images

Chapel Santez Barba

(bet distrujet gant ar gurun e 1955)

Ekonomiezh

Ur vengleuz pri gwenn (kaolin e galleg, china clay e saozneg) a oa bet lakaet da dalvezout e 1967; prenet e 1981 gant English China Clays e voe adprenet e 1999 gant ar gompagnunezh c'hall Imetal/Imerys. Serret e voe ar stal nebeut goude.

Lennegezh

  • Savet ez eus bet ur romant, An deiz hirgortozet (Skol Vreizh, Montroulez, 2007), gant Gégé Gwenn, diwar-benn an harz-labour er vengleuz er goañvezh 1980-1981, pa oa keloù da werzhañ ar stal d'an ECC. Kemmañ a reas an oberour an anvioù hag anvioù-lec'h: Berrien a droas da Ruvien hag an ECC da Eastern Company Clay.

Levrlennadur

  • Hervé Abalain: Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
  • Centre généalogique et historique du Poher. Kaier ar Poher. n° 66. Here 2019
  • Albert Dauzat et Charles Rostaing: Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse, 1963. Guénégaud, 1978
  • Michel Froger & Michel Pressensé: Armorial des communes du Finistère. 2001
  • Francis Gourvil: Noms de famille bretons d'origine toponymique. Société archéologique du Finistère. Quimper. 1970
  • Bernard Tanguy: Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
  • Erwan Vallerie: Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Read next

In 48 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article