factograf
BR
Sign in

kumun e departamant Penn-ar-Bed, e Frañs

An Uhelgoad

An Uhelgoad

An Uhelgoad

An Uhelgoad Al lenn hag ar bourk
Al lenn hag ar bourk Ardamezioù Anv gallek (ofisiel) Huelgoat Bro istorel Kernev Melestradurezh Departamant  Penn-ar-Bed Arondisamant Kastellin Kanton an Uhelgoad (betek 2015)
Karaez (abaoe 2015) Kod kumun 29081 Kod post 29690 Maer
Amzer gefridi Jacques Thepaut
2021-2026 Etrekumuniezh Menez Are Kumuniezh Bro velestradurel Kornôg Kreiz-Breizh Lec'hienn Web Ti-kêr Poblañsouriezh Poblañs 1 440 ann. (2023) Stankter 97 ann./km² Douaroniezh Daveennoù
lec'hiañ
48° 21′ 54″ Norzh
3° 44′ 37″ Kornôg
/ 48.365, -3.743611
Uhelderioù kreiz-kêr: 175 m
bihanañ 92 m — brasañ 267 m Gorread 14,87 km² kemmañ 

An Uhelgoad a zo ur gumun eus Bro-Gerne, e Menez Are, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh. Penn kanton e oa betek 2015.

Ardamezioù

En gul e garv tremenant en aour; e gab kommet en geoted karget gant ur vrizhenn erminig en aour hebiaet gant div garpenn en aour ivez, treustellet tal-ouzh-tal; ur c'houdreustell en aour war al lodennadur.
  • Ger-ardamez: Ar mein kalet hag ar stêrioù arc'hant
  • Aozer: Bernard Le Brun
  • Diviz-kêr: 24 a viz Eost 1977

Istor

Stourmerion ag ar Rezistañs en Uhelgoad
Stourmerion ag ar Rezistañs en Uhelgoad
Karr hobregonet M 20 stadunanat en Uhelgoad
Karr hobregonet M 20 stadunanat en Uhelgoad
2 images

Henamzer

  • Ne gaver ket pikol tra a denn d'an Henamzer en Uhelgoad nemet al lenn, diwar ziouer a furchadennoù hag a enklaskoù moarvat. Koulskoude, dre ma n'emaer ket pell diouzh an hentoù pouezus a voe savet da vare ar Romaned ez eur techet da grediñ e veze darempredet an dachenn a ya d'ober parrez an Uhelgoad hiziv gant soudarded Roman. Soñjal a reer e oa bet Romaned o chom er c'hamp a vez graet « kamp Artus » anezhañ.

XVIIvet kantved

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Mervel a reas 93 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 4,36% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911.

Eil brezel-bed

  • Mervel a reas 54 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel.
  • D'an 20 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman en Uhelgoad.


Brezel Korea

Brezelioù didrevadennañ

  • Mervel a reas daou vilour eus ar gumun.

Monumantoù ha traoù heverk

Ar roc'h Ar C'habell-touseg
Ar roc'h Ar C'habell-touseg

Lec'hioù heverk er c'hoat

Un tamm-mat a reier iskis ha brudet a gaver en dro d'an Uhelgoad. En o zouez...

Ar Roc'h 'gren (ar Maen-Dogan)

Ar Roc'h 'gren, ur pezh karreg bras-divent, chomet eus ar mare ma veze korvoet greunit er vro, un esperadenn a vaen er c'hoad, zo 137 tonenn a bouez enni! Bras-eston eo he ment: 7 metr hirder, 3 m uhelder ha 2,80m ledander. Diazezet eo war ur c'her moan 90 cm hed a ro an tu dezhi da brañsellat un tamm pa bouezer gant e gein.

War lein ar roc'h e c'haller gwellet toulloù. Klotan a reont gant al lec'hioù ma veze lakaet gennoù houarn; d'ar mare ma veze korvoet ar greunit en Uhelgoat o doa klasket mengleuzierien faoutañ anezhi.

Ar Pont Ruz

Dont a ra an anv-gwañ "ruz" eus ar ger galianek "roudos". Soñjal a reer e oa bet savet ar pont-se da vare an Osismied, ur bobl c'halian eus strollad Kelted Arvorig. Vorgium (Karaez) e oa o c'hêr-benn.

Toull Artuz

Artuz zo un adstumm eus Arzhur, un aotrou breton, difenner ar pobloù kelt eus Breizh hag eus inizi Breizh-Veur e deroù ar VIvet kantvet. Hervez ar vojenn e kouske Artuz en toull-se gant un nebeud eus e geneiled varc'heien feal. Gwa d'an neb a zihune anezhañ hep abeg, hennezh ne chome ket bev. Rak ne ranked direnkañ ar Roue mojennel-se nemet pa veze e vro en arvar. A-benn ar fin e adstagas gant ar stourm asambles gant e varc'heien evit adsevel Rouantelezh Breizh lakaet en arvar gant ar Saozon.

An Toull Don

Erruout a ra ar stêr Arc'hant en Toull Don; en em deuler a ra-hi meur a vetr dindan hon treid. Ruziañ a ra an dour a-wechoù abalamour da liv ar c'hlegerioù.

Poull ar Boudiged

Ul lec'h boemus eo.

Menaj ar Werc'hez

Menaj ar Werc'hez zo bet krouet gant ur berniad reier bras. Ar mein, krignet gant ar dour-ruilh, o deus kemeret stummoù iskis. Gant un tamm ijin e c'haller gwelet armoù-kegin eus menaj ar Werc'hez: ur pofer, ul loa-gog, ur ribod, ur vegin.

Ar C'habell-touseg

Douaroniezh

Tud

Tud bet marvet eno

In 48 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article