1210 Ab Urbe Condita = 457 goude J.-K.
Bloavezh boutin o kregiñ hag hoc'h echuiñ gant ur Meurzh
Darvoudoù
Europa
Impalaeriezh roman
- Impalaerien ar Reter: Marcianus (Flavius Valerius Marcianus), Leon Iañ (Flavius Valerius Leo)
- Impalaer ar C'hornôg ː Majorianus (Julius Valerius Maiorianus).
- Koñsuled ː Flavius Constantinus II (Reter) & Flavius Rufus (Kornôg)
Britannia romana
- Vortigern ha Vortimer
- Hengist, roue kentañ Kent.
- Emgann Crecganford (Crayford, Kent); trec'h eo Hengist war ar Vrezhoned kaset gant Vortimer ?
Bro-Skos
- Kustentin Iañ
Galia
- Franked salian ː Merowig
- Wizigoted Akitania ː Teodorig II
- Burgonded ː Gondioc
- Ar Saozon a ra o annez e norzh Galia (Daveoù a vank)
- Kreskiñ a ra rouantelezh ar Vurgonded hag a gemer Lugdunum (Lyon) ha traoñienn ar Ron.
- Aegidius zo anvet magister militum e Galia gant Majorianus. Kemer a ra Lugdunum en-dro digant ar Vurgonded.
Hispania
Afrika
Reter nesañ
Reter-kreiz
- Hormizd III a ya da roue Persia.
- Peroz I en em sav a-enep e vreur Hormizd III (Daveoù a vank)
Reter-pellañ
- Skandagupta eus an Impalaeriezh Gupta a faezh an Hunas (Daveoù a vank)
Azia
Relijionoù
- Sul-Fask ː 31 a viz Meurzh
- Pab: Leon Iañ ar Meur
- Dont a ra Sant Remi da vezañ eskob Reims.
- Reiñ a ra sant Padrig e zilez diouzh eskopti Armagh. En em dennañ a ra e Saul, e bro Ulad.