Darvoudoù
- 1804: digor bered Père-Lachaise e Pariz.
- 1854: krouet eo ar Felibrige.
- 1871: aloubet eo Kumun Pariz gant armeoù ar gouarnamant gall. E-korf ur sizhun ez eus lazhet 20 000 den ha harzet 38 000 den all.
- 1904: diazezet eo Kevread Etrebroadel Football Association (KEFA) e Pariz gant seizh bro europat.
- 1927: nijal a ra Charles Lindbergh a-us d'ar Meurvor Atlantel evit ar wech kentañ, e-unan-penn ha hep ehan, a New York da Bariz.
- 1941: dibenn ar Blitz gant aerlu alaman ouzh ar Rouantelezh Unanet.
- 1956: lakaet da darzhañ o c'hentañ bombezenn H gant ar Stadoù Unanet en atoll Bikini.
- 2012: dilennet eo bet Tomislav Nikolić da brezidant Republik Serbia.
Sportoù
- 1995: mont a ra skipailh mell-dorn (paotred) Bro-C'hall da gampion ar bed evit ar wech kentañ, e Reykjavík (Island).
Ganedigezhioù
- -427: Platon, prederour eus Henc'hres.
- 1471: Albrecht Dürer, livour hag engraver alaman.
- 1527: Felipe II, roue Spagn ha Portugal.
- 1844: Henri Rousseau (lesanvet Ar maltouter Rousseau), livour gall.
- 1855: Émile Verhaeren, barzh belgiat gallek.
- 1921: Andrei Sac'harov, fizikour rusian ha stourmer evit gwirioù mab-den, tapet gantañ Priz Nobel ar Peoc'h (nac'het gantañ).
- 1944: Mary Robinson (Máire Mhic Róibín), prezidantez Republik Iwerzhon.
- 1971: Aleksandr Dgebouadze, mestrc'hoarier echedoù belgiat.
- 1973: Peter Heine Nielsen, mestrc'hoarier echedoù danat.
- 1985: Mark Cavendish, marc'hhouarner eus Enez Vanav.
Marvioù
- 1471: Herri VI, roue Bro-Saoz.
- 1810: marc'heg d'Eon, poliser kuzh treuzwisket.
- 1821: Jac Glan-y-gors, barzh kembraek.
- 1919: Victor Segalen, skrivagner a Vreizh.
- 1968: Ernst Neubach, filmaozer, produour ha saver senario aostrian-hungarat.
- 1971: Jim Sevellec, livour ha feilhañsour breizhat.
- 1991: Rajiv Gandhi, kentañ ministr India.
Lidoù
- Deiziadur henroman: XII ante calendas Junias / Agonalia 3 / Vejovalia
- Devezh an diseurtelezh sevenadurel er bed evit ar c'hendiviz hag an diorren.