factograf
BR

York

York

Key facts

poblañs208 400
gorread272km²
natur an elfennkêr vras
broRouantelezh-Unanet
deiziad krouiñ71
uhelder25m

York zo ur gêr istorel en hanternoz Bro-Saoz hiziv, hag unan eus re goshañ er vro, pa voe savet war-dro ar bloaz 71 e kember ar stêrioù Ouse ha Foss gant ar Romaned dindan an anv Eboracum, kêr-benn ar proviñs Britannia Inferior. Diwezhatoc'h e voe kêr-benn rouantelezhioù Northumbria ha Jórvík a-raok bezañ hini Yorkshire betek 1974.

Da 141 685 e save an niver a dud e kêr e 2021.

Ur skol-veur vrudet zo enni, bet staliet e 1963.

Anv

  • Ptolemaios, II, 3, 10: Eboracum, Legio VI Victrix, ur gêr d'ar Vriganted; VIII, 3, 7: Eboracum.
  • Itinerarium Antonini, 4661 (Iter 1): Eburacum Leug. VI Victrix, 4684 (Iter II): Eburacum; 4757 (Iter V): Eburaco; 4786 (Iter VIII): ab Eburaco.
  • Dizanv Ravenna, 10714: Eburacum.
  • Notitia Dignitatum, XL3 (skeudenn): Sextae; XL18 (skrid): Praefectus legionis sextae.
  • Rivet & Smith: Eburacum.

E brezhoneg, an anv Evrog zo bet goveliet diwar ar c'hembraeg Efrog, deveret diwar an anv latin Eburacum; dispredet eo bremañ.

Ardamezioù

En argant e groaz en gul karget gant pemp leonparzh en aour.

Istor

Er bloaz 71, ar jeneral romaned Quintus Petillius Cerialis ha soudarded e Legio VIII Hispana a erruas e bro ar Vrigantes, ma lakaas sevel ur c'hreñvlec'h nepell diouzh kember ar stêrioù Ouse ha Foss. Brasaet e voe ar ramparzhioù en IIIe kantved.

Daveoù da Eboracum a gaver etre 95 ha 104; e-tro ar bloaz 108 ec'h eas al Legio VIII Hispana kuit, hag e 119 ec'h erruas al Legio VI Victrix. Betek 383 e chomas ar Romaned en Eboracum.

E miz Du 866 e voe kemeret York gant Vikinged. Dek vloaz goude e voe diazezet Rouantelezh York ganto.

Liammoù diavaez

  • (en) Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet: 06/06/2025.

Read next

In 113 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article