factograf
BR

Wolfsburg

Wolfsburg

Key facts

poblañs129 813
gorread205km²
natur an elfennkêr vras, kumun kêrel eus Alamagn
broAlamagn
deiziad krouiñ1938
uhelder63m
Al labouradeg Volkswagen AG
Al labouradeg Volkswagen AG
Ar milionvet VW Käfer (1955)
Ar milionvet VW Käfer (1955)
2 images

Wolfsburg zo ur gêr-arondisamant en Alamagn, e Land Saks-Izel, nepell diouzh ar stêr Aller ha stok ouzh kanol hirañ Alamagn, Mittellandkanal hec'h anv.

E Wolfsburg emañ sez Volkswagen.

Istor

D'ar 1an a viz Genver 1938 e voe krouet Wolfsburg gant an anv Stadt des KdF-Wagens bei Fallersleben (kêr ar Volkwagen Käfer e Fallersleben). Fellout a rae da bennoù bras an Trede Reich kaout ur gêr da lojañ labourerien labouradeg Volkswagen a oa bet krouet eno.

D'an 11 a viz Ebrel 1945 e voe bombezennet al labouradeg, an div drederenn anezhi a voe distrujet. Ha goude ar brezel e vo anvet «Wolfsburg», diwar anv ar gêr gozh a oa bet savet diwarni.

Goude-se e voe renet labouradeg Volkswagen gant ar major saoz Ivan Hirst.

E 1955 e voe savet ar milionvet Käfer e Wolfsburg.

E-pad bloavezhioù ar burzhud ekonomikel e kreskas kêr, ha labourerien estren a voe degemeret enni, al lod brasañ anezho a oa Italianed.

E 1972 e voe kendeuzet ar c'humunioù nesañ (evel Fallersleben ha Vorsfelde) e Wolfsburg. Ar mirdi arzoù a voe digoret e 1994.

E 2000 e voe krouet an diskouezadeg-mirdi anvet die Autostadt (kêr ar c'hirri). E 2003 e voe savet Arena Volkswagen. Pa voe savet pempvet rummad ar Volkswagen Golf e voe anvet Wolfsburg Golfsburg, etre ar 25 a viz Eost hag an 10 a viz Here 2003.

Tud

  • Peter Bialobrzeski (1961), luc'hskeudenner
  • Dero Goi (1970), soner
  • Stefanie Gottschlich (1978), c'hoarier mell-droad
  • August Heinrich Hoffmann von Fallersleben (1798–1874), barzh
  • Karin Janke (1963), sprinter
  • Wolfgang Müller (1957), soner
  • Sascha Paeth (1970), soner
  • Tim Burrows (1990), c'hoarier hockey war skorn

Gevelliñ

Sportoù

  • Klub mell-droad Wolfsburg, VfL Wolfsburg e anv, zo perc'hennet gant Volkswagen. Er rummad kentañ (Bundesliga en alamaneg) emañ.

Liammoù diavaez

  • (de) Lec'hienn ofisiel Wolfsburg
  • (de) Autostadt
  • (de) Lec'hienn Mirdi an Arzoù Wolfsburg
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.

Read next

In 100 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article