factograf
BR
Sign in

Weesp

Weesp

Key facts

poblañs19 334
uhelder1m
natur an elfennkumun eus an Izelvroioù, kêr, bourc'h
broIzelvroioù
e tiriadAmsterdam
Lec'hiadur Weesp
Lec'hiadur Weesp
Banniel Weesp
Banniel Weesp
Ardamez Weesp
Ardamez Weesp
Krugell an oadoù e Weesp (01/01/2008)
Krugell an oadoù e Weesp (01/01/2008)
Unan eus an teir meilh a zo e Weesp
Unan eus an teir meilh a zo e Weesp
5 images

Weesp (distagañ:[1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 21,88 km² eo gorread Weesp (douar: 20,55 km², dour: 1,33 km²). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 17 564 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Weesp: De Horn, Uitermeer, Weesp. Weesp a zo en ur rannvro anvet Vechtstreek, tost eo ouzh ar stêr Vecht hag ar stêr Smal Weesp hag ouzh kanol Amsterdam-Roen.

Istor

Un daouarc'heg didud e oa betek penn-kentañ ar Grennamzer. Roet e voe gwirioù-kêr da Weesp e 1355. Eus dibenn ar Grennamzer betek an Eil Brezel-Bed e voe ar stêr Vecht ul linenn-difenn evit kontelezh Holland. Mogerioù-kreñv a oa e Weesp. El linenn-difenn e oa takadoù heveuz, a veze beuzet pa veze brezel. A-dreñv an takadoù-se e oa kêrioù kreñvaet, kazarnioù ha savadurioù arme all. Ul lodenn eus Stelling van Amsterdam e oa. Goude an Eil Brezel-Bed e voe savet tiez-annez nevez e kornôg Weesp, un takad greanterezh hag ur porzh war ar ganol Amsterdam-Roen. Ouzhpennet e voe ur bannlev er su er bloavezhioù 1970, ha n'eo ket kresket Weesp abaoe.

Kuzul-kêr

E kuzul-kêr Weesp ez eus 17 dileuriad:

  • WSP - 5 dileuriad
  • PvdA - 3 dileuriad
  • CDA - 3 dileuriad
  • VVD - 2 zileuriad
  • GroenLinks - 2 zileuriad
  • AOV - 1 dileuriad
  • DEP - 1 dileuriad

Touristelezh

Brudet eo Weesp peogwir eo eno ma savet labouradeg chokolad Van Houten. E Weesp e kaver ivez meilhoù. Miret eo bet kreiz Weesp evel ma oa gwechall, ha brudet eo ivez porselen Weesp hag ar wastell anvet Weesper Mop.

Transportoù

Un ti-gar a zo e Weesp hag e c'haller ivez tapout ar bus da vont da Amsterdam.

Liammoù diavaez

  • Lec'hienn ofisiel Weesp
  • Lec'hienn Radio Weesp
  • WeesperNieuws
  • Meilhoù Weesp
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.

Read next

In 51 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article