| Kumunioù Bro-C'hall | |
|---|---|
| Anv izelvroek | Waten |
| Anv ofisiel | Watten |
| Lec'hiadur | |
| Skoed | |
| Riez | Bro-C'hall |
| Rannvro | Hauts-de-France |
| Departamant | Norzh |
| Bro hengounel | |
| Arondisamant | Dukark |
| Etrekumuniezh | Communauté de communes des Hauts de Flandre |
| Kanton | Wormhout |
| Kod INSEE | 59647 |
| Kod post | 59143 |
| Maer | Daniel Deschodt |
| Amzer-gefridi | 2005-2026 |
| Gorread | 7,32 km² |
| Led | 50° 50' 01" Norzh |
| Hed | 02° 12' 48" Reter |
| Uhelder kreiz | 55 m |
| Uhelder bihanañ | 1 m |
| Uhelder brasañ | 73 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 2 567 (2022) |
| Stankter | 351 a./km² |
| Lec'hienn ar gumun | (fr)Watten |
Waten (e flandrezeg kornôgel: Wotten, e galleg: Watten) a zo ur gumun eus ar Westhoek e Flandrez Frañs, e departamant Norzh, e hanternoz Bro-C'hall.
Douaroniezh
- War lez ar stêr Aa emañ Waten.
Istor
XIvet kantved
- 1072: krouidigezh an abati Saints Nicolas et Riquier.
XXvet kantved
- Milourion eus Waten marvet er brezelioù bed: 89 er Brezel-bed kentañ, 18 en eil hini.
- Eil brezel-bed:
- 3 a viz Gwenholon 1939 - 23 a viz Mae 1940: soudarded an tirlu gall diazezet e Waten, hag un unvez ijin-brezel eus lu ar Rouantelezh-Unanet a zeu ivez.
- miz Mae 1940, Emgann Waten: gant ar soudarded eus ar Rouantelezh-Unanet eo distrujet ar pont doubl dreist d'an Aa d'ar 24. Kregiñ a ra an emgannoù etre ar C'hallaoued hag an Alamaned evit daleañ ar re-mañ ha gounit amzer evit ma c'hellfe ar soudarded eus Breizh-Veur hag eus Bro-C'hall kelc'hiet gant an armeoù alaman achap dre Zukark. An difennourion ziwezhañ a voe tapet da brizonidi-vrezel gant an Alamaned d'ar 26 tro 6 eur beure er Sal Sant-Jili.
- Bombezadegoù: bombezet e voe Waten gant ar Re Gevredet e miz Here 1941 hag e miz Eost 1943. E 1944 e voe graet bombezadegoù stank e mizioù C'hwevrer, Meurzh, Ebrel, Mae hag Even 1944 gant ar Re Gevredet abalamour d'an diazlec'h bannañ fuc'helloù V1 a oa bet savet e Koad Waten d'an Alamaned; d'ar 6 a viz Ebrel, 12 B-24 eus Eighth Air Force eus United States Army Air Forces, gwarezet gant 27 P-47, a dizh o falioù er gumun. 36 den nann-soudard a voe lazhet gant ar bombezadegoù er gumun; siviled all eus Waten a varvas abalamour d'ar brezel: daou e ti-gar Hazebroek gant ur vombezadeg, pevar gant tarzhadennoù e mirlec'hioù tennoù, daou all e Servij al Labour Ret en Alamagn ha div vageerez e bourzh an Henriette.
- 6 a viz Gwenholon 1944: dieubet eo Waten gant al lu kanadian.
Monumantoù ha traoù heverk




5 images
Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| Rouantelezh-Unanet | 1 |
| Hollad | 1 |
Ur milour eus ar Rouantelezh-Unanet a zo douaret e bered ar gumun. Marvet eo e miz Here 1917, e-pad ar Brezel-bed kentañ.