


Ar Waffen-SS –, ger-ha-ger: « Skouadron gwareziñ (SchutzStaffel, SS) armet (Waffen) » – a oa ur skourr milourel d'ar Schutzstaffel (SS); bez' e voe unan eus lodennoù pennañ an SS, gant an Allgemeine SS (SS hollek), ar Sicherheitsdienst (servij surentez) hag an SS-Totenkopfverbände (unvezioù Penn-marv).
Gant Heinrich Himmler e voe aozet ar Waffen-SS, evel arm politkel da gentañ.
Er penn-kentañ ne veze degemeret er Waffen-SS nemet nazied rik diuzet dre zezverkoù strizh, lod anezho o vezañ diazezet war damkaniezhoù gouennelour hervez selloù ar strollad nazi.
A-feur ma pade an Eil brezel-bed e voe muioc'h-mui a golloù er Waffen-SS. Goude 1942 pergen e rankas pennoù ar skourr digeriñ an dorioù d'an dud a veze lakaet da Volksdeutsche ("alaman dre ar bobl") gant an nazied, da lavarout eo tud a orin alaman na oant ket o chom en Trede Reich; pelloc'h e voe tutet Elzasiz ha Loreniz, dre ret peurvuiañ, alese anv anv gallek Malgré-nous a voe roet dezho; diwezhatoc'h c'hoazh e voe ebarzhet tud eus ar broioù a oa bet aloubet, eus Albania betek Belgia hag eus Danmark betek Ukraina hep teurel pled d'o orin germanek pe get, gant ma youlent stourm dindan banniel an Trede Reich.
War-dro ur milion a dud a voe er Waffen-SS e-pad ar brezel; adalek 1944, ur 700 000 bennak anezho a oa ann-Alamaned. Komzet e voe neuze eus ar c'hentañ lu europat.
Ar Waffen-SS a oa bet klablus eus torfedoù niverus. Evel lodenn eus an SS, e voe berzhet evel aozadur torfederezh e-kerzh Prosezioù Nürnberg e 1946, dre ma oa bet o kemer perzh er Shoah, Porajmos, ha torfedoù brezel diniverus, evel lazhadegoù prizonidi vrezel ha lazhadegoù a-yoc'h trevourien, alies e-kerzh oberiadurioù enep partizan. Setu perak ar Waffen-SS, er-maez eus ar re rediet, dre vras un drederenn anezho, n'o doa ket bet gwirioù ar soudarded kozh.
Orinoù
Orinoù ar Waffen-SS a c'hall bezañ kavet en ur strollad 120 SS choazet d'ar 17 a viz Meurzh 1933 gant Sepp Dietrich evit bezañ ezel eus ar Sonderkommando Berlin. E miz Du 1933, an aozadur a oa bet brasaet betek 800 den, hag e-kerzh ul lid-koun e München evit dekvet deiz-ha-blaoz c'hwitadenn taol-stad ar breserezh, ar rejimant a oa bet o touiñ lealded da Adolf Hitler. An touadennoù a embanne ne oa "touet lealded dezhañ nemetken" hag e oa "un heuliadenn betek ar marv". An unvez a oa bet anvet Leibstandarte ( unvez gward-korf) Adolf Hitler (LAH). D'an 13 a viz Ebrel 1934, dre urzh Himmler, ar rejimant a oa bet anvet ofisiel al Leibstandarte SS Adolf Hitler (LSSAH).
Touadenn ar Waffen-SS
Setu amañ al le a veze graet gant izili nevez ar Waffen-SS.
- Ich schwöre Dir, Adolf Hitler,
- als Führer und Kanzler des Deutschen Reiches,
- Treue und Tapferkeit.
- Ich gelobe Dir und den von Dir bestimmten
- Vorgesetzten Gehorsam bis in den Tod!
- So wahr mir Gott helfe!
- « Dit-te e touan, Adolf Hitler,
- Führer ha kañseller an impalaeriezhoù alaman,
- fealded ha kalonegezh.
- Prometiñ a ran dit ha d'ar re zilennet ganit
- sentiñ d'ar pennoù betek ar marv !
- Doue ra 'm sikouro da vout ken gwirion ! »
- Evit doare, an izili nann-alaman ne douent nemet d'ar Führer, ne douent ket d'ar c'hañseller.
