factograf
BR
Sign in

Union Repeating Gun

Union Repeating Gun
All data from the card 11
Bro orin
Stadoù-Unanet Amerika
Doare
Mindrailherez yenaet dre aer
Mont en-dro
Tennata dre zorn, dornikell da dreiñ
Munisionoù
Kartouchennoù paper, boledoù .58 (14,73 mm)
Ijiner
Wilson Ager (pe Agar)
Bloavezh krouidigezh
1861
Mare servij
1861-1865 (Arme an Unaniezh)
Hirder
1.422 mm
Hirder ar c'hanol
890 mm
Lusk-tennañ
120 tenn/mn
Hed-tenn efedus
700-900 m

An Union Repeating Gun ("Arm-tennata an Unaniezh"), anvet Agar gun (pe Ager gun) ivez, ha lesanvet Coffee Mill Gun (arm milin-gafe) gant soudarded 'zo, a oa ur vindrailherez ijinet e 1861 hag implijet e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.

Istor ha deskrivadur

Traoñ sistem pourveziañ an Union Repeating Gun
Traoñ sistem pourveziañ an Union Repeating Gun
An arm gant soudarded an 96th Pennsylvania Volunteer Regiment, e Camp Northumberland (norzh Virginia) e miz C'hwevrer 1862
An arm gant soudarded an 96th Pennsylvania Volunteer Regiment, e Camp Northumberland (norzh Virginia) e miz C'hwevrer 1862
2 images

E-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika e oa bet roet lañs bras d'an ijinerezh brezel evit dont a-benn da verraat padelezh ar brezel gant an daou du engouestlet. An Agar machine gun (Mindrailherez Agar), diwar anv Wilson Agar (skrivet Ager a-wechoù), an den en doa breouet anezhi e Bro-Saoz, a oa unan eus an hanter-kant bennak a vindrailherezioù dre zorn a voe savet e deroù ar brezel.

Ar vindrailherez a oa bet lesanvet Coffee Mill Gun dre ma oa damheñvel he sistem pourveziañ dre c'hravitadur ouzh ur mekanik kafe eus ar mare-se. Ennañ e veze enlakaet kartouchennoù paper, dezhe boledoù Minié.58 meutad (14,73 mm), ha dav e oa treiñ dornikell ar wikefre evit lakaat an arm da dennañ. Ne oa sistem yenaat ebet gant ar vindrailherez da gentañ, ar pezh a zegasas kudennoù mont en-dro. Evit o diskoulmañ e voe pourveziet bep a arm gant daou ganol ouzhpenn a c'halle bezañ cheñchet, hag ouzhpennet ur sistem yenaat dre aer simpl.

Implijet e voe an arm a-nebeudoù e-pad emgannoù ar Brezel diabarzh, ha tennet e voe diouzh ar servij e 1865. Ne voe ket produet kalz skouerennoù anezhañ, pa gave gwelloc'h pennoù meur an arme heñchañ amzer ha danvez an industriezh war-zu mouskedoù klasel evit o zroadegiezh.

Daveennoù

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan

Read next

In 8 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article